Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/701

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 43, 44.

ket a vara, hag e choumfomp eno ;— 15 neuze, selaouet brema gir an Aotrou, nemorant a Juda ! Evelhen Hen en deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Mar troet ho pisach evit mont en Ejipt, ha ma ez eet da choum di, 16 ar c’hleze a behini oc’h euz aoun a dapo ac’hanout eno, en bro an Ejipt ; hag ar gernez pe hini a ra nec’hamant deoc’h en em stago ouzoc’h, aze en Ejipt, hag e varvfet eno. 17 Hag e c’hoarvezo penaoz an holl dud ho devezo troet ho bizach evit mont d’an Ejipt, abalamour da choum eno, a varvo dre ar c’hleze, dre ar gernez ha dre ar vosen ; ha nikun na vano ha na dec’ho dirag an drouk ez an da lakaat da zont varnezhei. 18 Rag evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Evel ma c’holer, evel ma fulor a zo en em skuliet var dud Jerusalem, evel se en em skulio va c’holer varnoc’h pa vefet eet en Ejipt ; hag e vefet eno eun dra a vez hag a estoun, a valloz hag a zismegans ; ha ne welfet ken al lec’h ma !

19 Nemorant a Juda, an Aotrou Hen deuz lavaret deoc’h : N’ez it ket en Ejipt ! Anavezet a dra-zur penaoz e tifennan ze ouzoc’h hirie. 20 Rag en em abuzi a ret en riskl ho puez. Rag kaset oc’h euz ac’hanoun entrezek an Aotrou, ho Toue, o lavarout : Erbed evidomp en kichen an Aotrou, hon Doue, ha diskleri deomp kement Hen deuz an Aotrou, hon Doue, lavaret d’id, ha ni a raio anezhan. 21 Hag e ziskleriet em euz deoc’h hirie, mes c’hwi na zelaouet ket mouez an Aotrou ho Toue, nag hini ebet euz an traou evit pere hen deuz va c’haset entrezek ennoc’h. 22 Brema eta, anavezet a-dra-zur penaoz e varvfeet dre ar c’hleze, dre ar gernez ha dre ar vosen, el lec’h ma plij deoc’h mont da choum.


43 Ha, kerkent ma hen doe Jeremi achuet da lavaret d’an holl bobl holl gomzou an Aotrou, ho Doue, evit pere an Aotrou, ho Doue, hen doa he gaset entrezek ennhei, da c’houzout eo, an holl gomzou ze,— 2 e c’hoarvezaz penaoz Azaria, mab Hoshaja, ha Jokanan, mab Kareak, hag an holl dud ourgouilluz ze, a lavaraz da Jeremi : Lavaret a rez gevier ; an Aotrou, hon Doue, n’euz ket kaset ac’hanout evit lavaret : N’az it ket d’an Ejipt da choum. 3 Mes Baruk, mab Nerija, eo a vout ac’hanout a enep deomp, abalamour da livra ac’hanomp entre daouarn ar Galdeed, evit hon lakaat d’ar maro pe evit dizougen ac’hanomp da Vabilon.

4 Evel se Jokanan, mab Kareak, hag holl chefou ar bandennou, hag an holl bobl, na zelaoujont ket mouez an Aotrou, evit choum en bro Juda. 5 Ha Jokanan, mab Kareak, hag holl chefou ar bandennou, a gemeraz holl nemorant Juda pere a oa deuet euz a douez an holl vroadou entouez pere e oant bet sklabezet, evit choum en bro Juda : 6 ar wersed, ar gragez, ar vugale, merc’hed ar roue, hag an holl dud hen doa Nebuzar-Adan, chef ar gwarded, lezet gant Guedalia, mab Akikam, mab Shafan, kenkoulz ha Jeremi, ar profed, ha Baruk, mab Nerija ; 7 hag ez ejont en bro an Ejipt,—rag ne zentchont ket euz mouez an Aotrou,—hag e teujont bete Takfanez.

8 Neuze gir an Aotrou a oe diskleriet da Jeremi, en Takfanez, er c’homzou ma : 9 Kemer mein bras en da zaouarn, ha kuz anezhei, dirag ar Judevien, ebarz er pri an deolierez pehini a zo en tal dor ti Faraon, en Takfanez. 10 Ha lavar dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Setu, e kasan da glask Nebukadnetsar, roue Babilon, va zervicher, ha me a lakao he drôn var ar vein ze em euz kuzet, hag e c’hastenno he dapiz varnezhei. 11 Dont a raio hag e skoio bro an Ejipt : d’ar maro ar re a zo evit ar maro, d’an esklavach ar re a zo evit an esklavach, d’ar c’hleze ar re a zo evit ar c’hleze ! 12 Ha me a lakao an tân en tiez doueou an Ejipt. Nebukadnetsar a zevo anezhei, hag e kaso ho idolou en esklavach. En em wiska a raio euz bro an Ejipt, evel eur meseer en em wisk euz he zillad, hag ez aio kwit en peoc’h. 13 Terri a raio peuliou Beth-Shemesh, en bro Ejipt, hag e tevo dre an tân tiez doueou an Ejipt.


44 AR gir a oe diskleriet da Jeremi evit an holl Judevien pere a choume en bro an Ejipt, pere a oa en Migdol, en Takfanes, en Nof hag en bro Patros, er c’homzou ma : 2 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Gwelet hoc’h euz an holl drouk em euz lakeat da zont var Jerusalem ha var holl geariou Juda. Ha setu, emaint hirie eun distro, ha den ne choum ennhei ; 3 abalamour d’an drouk ho deuz groet

693