Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/702

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 44.

ho zud evit va c’holeri, o vont da ginnik ezans ha da zervichi doueou all, pere n’ho deuz ket anavezet, nag int, na c’hwi, nag ho tadou ! 4 Hag em euz kaset deoc’h va holl servicherien, ar brofeded ; kaset em euz anezhei aboe ar beure evit lavaret deoc’h : Ne ret ket an dra euzuz ze a gasaan ! 5 Mes n’ho deuz ket selaouet ac’hanoun, ha n’ho deuz ket prestet ar skouarn, evit en em distrei euz ho fallentez, ha tremen hep kinnig ezans da zoueou all. 6 Neuze va c’holer ha va fulor a zo en em skuliet, hag ho deuz tanet keariou Juda ha ruou Jerusalem, pere a zo lekeat en distro hag en glac’har, evel ma ho gweler hirie.

7 Ha brema, evelhen e lavar an Aotrou, Doue an armeou, Doue Israel : Perag e ret-hu an drouk bras ze deoc’h hoc’h unan, en eur lakaat lemel ac’hanoc’h euz a douez Juda, gwersed ha merc’hed, bugale ha denerien, en hevelep doare ma ne vezo nemorant ebet ac’hanoc’h ? 8 Perag e koleret-hu ac’hanoun dre labouriou ho taouarn, o kinnig ezans da zoueou all en bro an Ejipt, el lec’h ma teuet da vont evit choum ennhi ; en hevelep doare ma vefac’h lamet ha ma teufac’h eur valloz hag eun dismegans en ti holl broadou an douar. 9 Ankouezet hoc’h euz-hu torfedou ho tadou, ha torfedou rouane Juda, ha torfedou ho gragez, ho torfedou ha torfedou ho kragez, groet en bro Juda hag en ruou Jerusalem ? 10 N’hen d’int ket en em humiliet bete hirie, n’ho deuz ket bet a zoujans, ha n’ho deuz ket baleet em lezen, nag en urzou em boa roet, deoc’h ha d’ho tadou.

11 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Setu, e troan va fas a enep deoc’h evit ho gwal-eur, hag evit lemel holl Juda. 12 Kemer a rin an nemorant euz Juda, ar re ho deuz troet ho bisach da vont da vro an Ejipt, abalamour da choum ennhi, hag e vefont kuzumet holl. Koueza a refont en bro an Ejipt dre ar c’hleze ha dre ar gernez ; adaleg ar bihana bete ar brasa e perisfont dre ar c’hleze ha dre ar gernez ; hag e vefont eun dra a gasouni hag a zouez a valloz hag a zismegans. 13 Hag e kastiin ar re pere a choum en bro an Ejipt, evel ma em euz kastiet Jerusalem, dre ar c’hleze, dre ar gernez ha dre ar vosen. 14 Ha ne vezo den hag en em savetao pe a dec’ho, euz a nemorant Juda deuet evit choum eno, en bro an Ejipt, ha da zistrei da vro Juda, en pelec’h he fell d’ho ine distrei da choum ; ne zistrofont ket, nemert eun tec’her benag.

15 Koulskoude an holl wersed pere a wie e rea ho gragez kinnig ezans da zoueou all, hag an holl c’hragez pere en em dalc’he eno en niver bras, hag an holl bobl pere a choumo en bro an Ejipt, en Pathros, a respountaz da Jeremi, o lavarout : 16 Divarben ar gomz ze a leverez deomp en hano an Aotrou, ni na zelaoufomp ket ac’hanout. 17 Mes ni a raio a-dra-zur kement hen deuz hon genou prometet : ni a ginnigo ezans da rouanez an envou, ni a raio skuliadurezou dezhi, evel ma reomp, ni hag hon zadou, hon rouane hag hon chefou, en keariou Juda hag en ruou Jerusalem ; ha ni a oa neuze leuniet a vara, eazet e oamp, ha ne welemp ket ar gwal-eur. 18 Mes, abaoe ma hon deuz paouezet da ginnik ezans da rouanez an envou ha da ober skuliadurezou deizhi, hon euz manket a bep tra, hag omp bet kuzumet dre ar c’hleze ha dre ar gernez. 19 Ha pa ginnigemp ezans da rouanez an envou, ha ma remp dezhi skuliadurezou, hag hep ma wie hon ezec’h eo e remp dezhi gwastel var bere e vije merket, ha ma remp dezhi skuliadurezou ?

20 Jeremi a lavaraz neuze d’ar bobl holl, d’ar wersed, d’ar gragez ha d’ar re holl ho doa respountet dezhan : 21 N’eo ket ar c’hinnig ezans ze a reac’h en keariou Juda hag en ruou Jerusalem, c’hwi hag ho tadou, ho rouane hag ho chefou ha pobl ar vro, eo Hen deuz an Aotrou envoret, hag a zo eet bete he galoun ? 22 Hag an Aotrou n’euz ket fellet he anduri pelloc’h, abalamour da zrougiez ho oberou, abalamour d’an traou euzuz oc’h euz groet ; en hevelep doare ma eo troet ho pro en distro, en glac’har hag en malloz, hep ma choum den ennhei, evel ma ema hirie. 23 Abalamour d’ar c’hinnigou ezans ze, ha ma hoc’h euz pec’het a enep an Aotrou, ma n’hoc’h euz ket selaouet mouez an Aotrou, ha n’hoc’h euz ket baleet en he lezen, nag en he urzou, nag en he desteniou, abalamour da ze, an droug ma zo eruet ganeoc’h, evel ma welet hirie.

24 Goude Jeremi a lavaraz d’an holl bobl ha d’an holl c’hragez : Selaouet gir an Aotrou, c’hwi holl re Juda, pere a zo en bro an Ejipt : 25 Evel-hen Hen deuz lavaret Aotrou

694