Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/705

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 48.

Beuzi a reont an douar ha kement a zalc’h,
Ar c’heariou hag ho zud ;
An dud a losk kriadennou,
Hag holl dud ar vro a irvoud.
3 Abalamour da drouz treid he gezek galloudek,
Trouz he girri, gourdrouz he rodou,
An tadou ne droont ket entrezek ho bugale,
Kement eo deuet an daouarn losk.
4 An deiz eo a zo deuet da zistruja an holl Filistined,
Da lemel euz Tir hag euz Sidon piou benag a vano c’hoaz d’ho zikour.
Rag an Aotrou a ia da zistruja ar Filistined,
An nemorant euz a enezen Kaftor.
6 Gaza a zo deuet da veza moal.
Askelon, gant an nemorant euz ho zraounien, a dav....
Bete pegeit en em droc’hi-te ?
6 Ah ! kleze an Aotrou, bete pegeit na baouezi-te ket ?
Distro d’az c’houin,
En em zioula, hag en en diskwiz.
7 Penaoz e paouezfez-te ?
An Aotrou Hen deuz roet ar gourc’hemen ma ;
A enep Askelon hag a enep bord ar mor eo Hen deuz he verket.



48 DIVARBEN Moab.
Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel :
Gwal-eur da Nebo, rag draliet eo !
Kirjathaim a zo mezek ; kemeret eo ;
Ar gear grenv a zo mezek ha spountet.
2 Moab n’hen deuz ken d’en em c’hlorifia euz Hesbon ;
Ijina a reer drouk a enep dezhei :
Deuet, distrujomp anezhi a douez ar broadou.
Te ive, Madmen, te a vezo distrujet,
Hag ar c’hleze a genredo ac’hanout.
3 Eur griaden a ia euz a Horonajim ;
Eur glac’har eo, distruj bras !
4 Moab a zo brevet.
Ar vugale vihan a laka klevet ho c’hriadennou.
5 Piniat a reer, en eur skula var daerou, krec’hien Luchith ;
Hag en disken Horonajim, e klever kriadennou an ankrouez hag an dristidigez.
6 Tec’het, savetet ho buezou,
Ha ma vefent evel ar re ezomek en distro !
7 Rag, pa ec’h euz bet fizians en da labouriou hag en da denzoriou,
Te a vezo ive kemeret ;
Ha Kemosh a ielo en esklavach,
Gant he sakrifierien hag he chefou.
8 An distrujer a ielo en holl geariou,
Hag hini ebet na dec’ho ;
An draounien a beriso, hag ar blenen a vezo distrujet,
Hervez ar pez Hen deuz an Aotrou lavaret.
9 Roet diou-askel da Voab ;
Rag a dra-zur nijel a raio,
Hag he geariou a vezo lekeat en distruj,
Hep ma vezo den da choum ennhei.
10 Milliget ra vezo piou benag a raio labour an Aotrou gant lezoregez !
Milliget ra vezo an hini a refus ar goad d’he gleze.
11 Moab a oa zioul adaleg he iaouankiz ;
Diskwiza a rea var he li ;
Ne oa ket taolet euz a eur besel en egile ;
N’ez eaz ket en esklavach ;
Evel se he vlaz a zo choumet ganthan,
Hag he c’houez n’eo ket chanchet.
12 Dre ze, setu, an deiziou a zeu, a lavar an Aotrou,
En pere e kasin tud dezhan pere he ziskaro,
Pere a c’holontero he veselou,
Ha pere a lakao he outrenou a damou.
13 Ha Moab a vezo mezek euz Kemosh,
Evel eo bet ti Israel mezek
Euz Bethel, pehini a oa he fizians.
14 Penaoz e leverfet-hu : Ni a zo brezellerien,
Tud kalounek evit an emgann ?
15 Moab a zo draliet ; he geariou a bin en mogeden ;
Hag an dibab euz he dud iaouank a zisken evit beza lazet,
A lavar ar roue a behini an hano eo Aotrou an armeou.
16 Glac’har Moab a zo tost,
Hag he zrouk a ia buhan var araog.
Klemmet anezhan, c’hwi holl pere a ra an dro dezhan !
17 Ha c’hwi holl pere a anavez he hano,
Livirit : Penaoz eo bet ar walen a nerz ze torret,
Ar vaz a vajeste ze ?

697