18 Disken euz da c’hloar, hag azez var an douar dizec’het,
Choumerez, merc’h Dibon !
Rag distrujer Moab a bin a enep d’id ;
Distruja a ra da grenvou.
19 En em dalc’h var an hent ha sell, choumerez Aroer !
Goulen digant an tec’her hag an nep a ia kwit ;
Lavar dezhan : Petra a zo en em gavet ?
20 Moab a zo er vez, rag brevet eo bet.
Huanadet ha kriet !
Embannet var an Arnon eo droliet Moab,
21 Ha penaoz ar varnedigez a zo deuet var ar blenen,
Var Holon, var Jahtsa, var Mefaath,
22 Var Dibon, var Nebo, var Beth-Diblathaim,
23 Var Kirjathaim, var Beth-Gamul, var Beth-Meon,
24 Var Kerijoth, var Botsra, ha var holl geariou bro Moab,
Pell ha tost.
25 Korn Moab a zo diskaret,
Hag he vrec’h a zo torret,
A lavar an Aotrou.
26 Mezvet anezhan, rag en em savet eo a enep an Aotrou.
Ha ma en em rulio Moab en he c’houedadur
Ha ma vezo, hen ive, eun dra a oaperez !
27 Rag n’ec’h euz ket groet da oaperez euz a Israel ?
Ha bet e oa hen souprenet entouez al laeron,
Ma hijez da ben adaleg ma komzez outhan ?
28 Tud Moab,
Dilezet ho keariou, ha choumet er reier ;
Ha bezet evel ar goulm,
Pehini a ra he nez en tal digor eur c’havarn !
29 Disket hon deuz ourgouil Moab,
An ourgouil bras, he rogentez hag he ourgouil, he fae hag he galoun c’houezet.
30 Anaout a ran, a lavar an Aotrou, he fouge.
Ven eo he vanterezou ;
Ven eo an traou a reont !
31 Dre ze en em irvoudan var Moab ;
Krial a ran divarben Moab holl.
Irvoudi a reer var dud Kir-Heres.
32 Gwinien Sibma, gwela a ran varnout muoc’h evit var Jaezer,
Te a behini ar c’horz a dreuje ar mor,
A dape mor Jaezer ;
An distrujer a zo en em daolet var da frouezou hanv ha var da vinien.
33 Ar joa hag al levenez a ia kwit eus ar parkeier produuz
Hag euz bro Moab,
Ha lakeat em euz ar gwin da vankout er beoliou.
Na wasker ken gant kriadennou a joa ;
Ar griaden a vrezel eo, ha nan ar griaden a joa ;
34 Abalamour da griadennou Hesbon, e reont klevet ho mouez betete Eleale,
Bete Jahats,
Adaleg Tsoar bete horonajim,
Bete Eglath-Shelishija.
Rag doureier Nimrim a zo ive glac’haret.
35 Ha me a raio, a lavar an Aotrou,
Ma n’hen devezo ken Moab den da biniet el lec’hiou huel,
Hag a rafe kinnig ezans d’he zoueou.
36 Dre ze va c’haloun a huanad var Moab, evel ar fleud ;
Va c’haloun a huanad evel ar fleud var dud Kir-Heres,
Abalamour ma eo kollet an tenzoriou ho doa prenet.
37 Ha pep baro a zo troc’het ;
Var an holl daouarn e zo troc’hiou,
Ha var ar c’hroazellou, sier ;
38 Var doennou Moab hag en he blasou,
Pep tra a zo kanvou ;
Rag brevet em euz Moab evel eur besel pehini a zisplij,
A lavar an Aotrou
39 Huanadet ! Evel ma eo torret !
Evel ma tro Moab he gein en he vez !
Moab a vezo ar oaprerez hag ar spount
Euz he lec’hiou tro zro.
40 Rag evelhen en deuz lavaret an Aotrou :
Setu, an enebour a nij evel an egl,
Hag ec’h asten he eskel var Moab.
41 Kerijoth a zo kemeret,
Hag al lec’hiou krenv a zo tapet ;
Ha kaloun brezelerien Moab a vezo, en deiz ze,
Evel kaloun eur vreg en poan.
42 Ha Moab a vezo distrujet ; paouez a raio da vezo eur bobl ;
Rag en em savet eo a enep an Aotrou.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/706
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 48.