Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/707

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 49.

43 Varnout te ema ar spount, ar poul hag ar roued,
Den a Voab !
A lavar an Aotrou.
44 An hini a dec’h dirag ar spount, a gwezo er poull,
Hag an hini a adpin euz ar poull, a vezo kemeret er roued.
Rag me a lakao da zont varnezhan, var Moab,
Bloaz ho gwelidigez, a lavar an Aotrou.
45 En skeud Hesbon e choumo an dec’herien, dre vank a nerz.
Mes an tân a zo deuet euz Hesbon,
Hag ar flam euz kreiz Sihon ;
Devoret he deuz bro Moab,
Ha lein penn mibien ar c’hemesk.;
46 Gwal-eur d’id, Moab !
Pobl Kemosh a zo kollet !
Rag da vibien a zo kaset en esklavach,
Ha da verc’hed en esklavach.
47 Koulskoude, en deiziou diveza, me a gerc’ho esklaved Moab,
A lavar an Aotrou.
Bete ama ez a barnedigez Moab.



49 EVIT bugale Ammon.
Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Israel ha n’hen deuz mab ebet ?
N’euz heritour ebet ?
Perag ec’h erit Malkam euz Gad,
Ha ma choum he bobl en he geariou ?
2 Dre ze an deiziou a zeu, a lavar an Aotrou,
Ma lakain klevet ar griaden a vrezel entrezek Rabba bugale Ammon ;
Dont a raio da veza eur bern distruj,
Ha keariou he zro a vezo kuzumet dre an tân,
Hag Israel a berc’henno ar re ho devezo perc’hennet anezhan, a lavar an Aotrou
3 Iou, Hesbon ! rag Haï a zo draliet ;
Merc’h Rabba, kriet, en em wisket gant sier,
Irvoudet, redet ama hag ahont a hed ar mogeriou,
Rag Malkam a ielo en esklavach,
Gant he sakrifierien hag he chefou.
4 Perag en em veulez-te en traouniennou ?
Ar goad a redo en da draounien, merc’h disleal
Pehini en em fiz ez tenzoriou,
Hag e leverez : Piou a zeuo a enep d’in ?
5 Setu, ez an da lakaat da zont euz da holl dro zro ar spouron a enep d’id,
A lavar an Aotrou, Aotrou an armeou ;
Ha c’hwi a vezo kaset pep hini dirazhan,
Ha den ne zastumo ar rederien.
6 Mes, goude ze, me a gerc’ho esklaved bugale Ammon,
A lavar an Aotrou.

7 EVIT Edom.
Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
N’euz ken a furnez en Theman ?
Ar c’huzul, mankout a ra d’an dud disket ?
Kwezet eo ho furnez ?
8 Tec’het, troet, kemeret kavarnou
Evit choumajou, tud Dedan !
Rag me a lakaa da zont var Ezaü
He c’hlac’har, an amzer en pehini ez an d’he welet.—
9 Mar teufe dastumerien d’az ti,
Na lezfent int ket tokadou ?
Mar befe laeron noz,
Na gemerfent nemert ar pez a vefe a walc’h dezhei.
10 Mes me, me em euz diwisket Ezaü,
Dizoloet em euz he vodennou,
Ne hell ken en em guzet ;
He lignez, he vreudeur, he amezeien a zo glac’haret,
Ha n’ema ken.—
11 Lez da vinored ; me a lakao anezhei da veva ;
Ha ma em zuro da intanvezed ennoun !
12 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Setu, ar re ne gleent ket eva ar c’halei a eva anezhan,
Ha te, tremenet e vefez ?
Ne vezi ket tremenet ;
Mes a-dra-zur eva a ri anezhan.
13 Rag touet em euz va unan, a lavar an Aotrou,
Penaoz Botsra a vezo lakeat en glac’har en dismegans,
En distro hag en malloz,
Hag he holl geariou a zeuo lec’hiou zioulded peur-baduz.
14 Klevet em euz kement se a beurz an Aotrou ;
Eur c’hannad a zo kaset entouez ar broadou :
En em dastumet, a lavar hen, ha deuet entrezek ennhi,
Ha sevet evit brezeli !

699