15 Rag setu ama, lakaat a rin ac’hanout bihan entouez ar broadou,
Ha disprijet entouez an dud.
16 Da vraster, ourgouil da galoun hen deuz da droumplet,
Te pehini a choum en toul ar reier
Ha pehini a zo var grec’h ar meneziou.
Pa zavi da nez evel an egl,
Me a daolo ac’hanout d’an traoun, a lavar an Aotrou.
17 Hag an Idume a vezo lekeat en glac’har ;
Kement ken piou benag a dremeno tost dezhi
A vezo souezet, hag a c’hwitello abalamour d’he holl gouliou.
18 Evel en distruj Sodom ha Gomorrh, hag ar c’heariou nesa,
Hen deuz lavaret an Aotrou,
Ne vezo den ennhei
Ha mab den ebet na choumo ennhei.
19 Setu, evel eul leon, e pin euz bordou ourgouilluz ar Jourdan
Entrezek ar choumaj krenv.
Rag, en eur pennad, me a lakao anezhan da redek varnezhi,
Ha me a roio mision a enep dezhi d’an hini em euz choazet.
Rag piou a zo henvel ouzin ? Piou a zinifio ac’hanoun ?
Ha piou eo ar meseer a stourmo ouzin.
20 Dre ze, selaouet ar pez a fell d’an Aotrou ober a enep Edom,
Hag ar sonjou Hen deuz groet a enep tud Theman :
A-dra-zur stlejet e vefont evel ar re vihana euz an tropel !
A-dra-zur distrujet e vezo ho choumajou varnezhei !
21 Gant an drouz euz ho lam, an douar a gren,
Ha klevet he vez mouez ho garm bete ar mor Ru.
22 Setu, piniat a ra evel an egl, nijel a ra,
Asten a ra he eskel var Botsra,
Hag en deiz ze kaloun brezelerien Edom
A vezo evel kaloun eur vreg en poan.
23 EVIT Damas.
Hamath hag Arpad a zo mezekeet ;
Rag anavezet ho deuz kelou fall ; dinerza a reont !
Evel ar mor eo gant eun tempest ;
Ne hell ket en em zioulaat.
24 Damas n’hen deuz ken a nerz ; trei a ra evit tec’hel ;
Ar spount a grog ennhi ;
An ankroez hag ar glac’har a grog ennhi
Evel an hini a wilioud.—
25 Penaoz n’eo hi ket dilezet, ar gear gaer,
Kear va joa ?—
26 Dre ze he zud iaouank a gwezo en he ruou,
Hag an holl dud a vrezel a gouezo en deiz ze,
A lavavar Aotrou an armeou.
27 Ha me a lakao an tân en moguerou Damas,
Hag e tevoro palezou Ben-Hadad.
28 EVIT Kedar ha rouantelezou Hatsor, pere a oe skoet gant Nebukadnetsar, roue Babilon.
Evelhen Hen deus lavaret an Aotrou :
Savet, piniet da Gedar,
Ha distrujet eno bugale ar Sav-heol.
29 Savet e vezo hon zantennou hag ho zropelou ;
Kregi a refer en ho zapisou, en ho holl vec’hiou hag en ho chamoed,
Hag e krifer : Spount a bep tu !
30 Tec’het ! Pelleet c’hwi kement ha ma helfet !
Kemeret en toullou ho choumajou
Tud Hatsor ! a lavar an Aotrou ;
Rag Nebukadnetsar, roue Babilon, hen deuz groet eur sonj a enep deoc’h,
Kemeret hen deuz eur c’hoant en hoc’h enep.
31 Savet ; piniet entrezek eur vroad pehini a zo en peoc’h
Ha pehini a choum er zurded, a lavar an Aotrou.
N’ho deuz na dor, na sparl ;
Choum a reont ho unan.
32 Ho chamoed a vezo er pillach,
Hag an niver euz ho loened a vezo eur preiz.
Me a lakao anezhei a du gant pep avel, an dud ze pere a douz kerniel ho baro,
Hag e lakain ho glac’har da zont a bep tu, a lavar an Aotrou.
33 Hag Atsor a zeuo eur voden d’ar chakaled hag eun distro da viken.
Na choumo den ennhan, ha mab den ebet na bado eno.
34 GIR an Aotrou pehini a oe diskleriet da Jeremi, ar profed, divar-ben Elam, er penn-kenta a ren