Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/710

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 50.

15 Taolet kriadennou bras varnezhi trozro.
Asten a ra an daouarn ;
He zoliou a gouez,
He mogerou a zo diskaret ;
Rag vanjans an Aotrou eo.
En em vanjet anezhi ;
Groet dezhi evel ma he deuz groet.
16 Dilamet euz Babilon an hini a had,
Hag an hini a zalc’h ar falz en amzer an eost ;
Dirag ar c’hleze pehini a c’hlac’har,
Ma tistroio pep hini entrezek he bobl,
Ma tec’ho pep hini d’he vro !
17 Israel a zo eun danved dianked, kaset kwit gant al leoned.
Roue an Assiri hen deuz he devoret da genta ;
Mes an diveza, Nebukadnetsar ma, roue Babilon,
Hen deuz torret he eskern dezhi.
18 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel :
Setu, ez an da welet roue Babilon hag he vro,
Evel ma em euz gwelet roue an Asiri.
19 Hag e lakain Israel da zistrei d’he choumajou.
Peuri a raio er C’harmel hag en Bazan ;
Hag he ine a vezo leuniet var meneziou Efraim ha Galaad.
20 En deiziou ze hag en amzer ze, a lavar an Aotrou,
E klaskfer drougiez Israel, mes ne vezo ken ;
Ha pec’hejou Juda, mes ne vefont kavet ken ;
Rag pardouni a rin d’an nep em bezo lekeat da venel a zemorant.
21 Pin a enep ar vro pehini a zo dizent en doubl,
A enep an dud lekeat evit beza gwelet.
Distruj, ha gwestl da lazerez var ho lerc’h ! a lavar an Aotrou,
Ha gra hervez kement em euz gourc’hemennet d’id.
22 Kri ar brezel a zo er vro,
Kenkoulz evel eun distruj bras.
23 Penaoz eo bet torret, friket, morzol an douar holl !
Penaoz eo Babilon eun dra a zouez entouez ar broadou !
24 Stiniet em euz eur pech d’id, hag out bet kemeret, Babilon,
En dibourvez.
Kavet out bet, ha tapet,
Abalamour ma out en em groget en Aotrou.
25 An Aotrou Hen deuz digorret he borz,
Tennet Hen deuz outhan armou he goler ;
Abalamour ma Hen deuz an Aotrou, Aotrou an armeou,
Eul labour da ober en bro ar Galdeed.
26 Deuet a enep dezhi a bep tu ! Digorret he granchou,
Berniet anezhi evel fagot, gwestlet anezhi d’an distruj,
Ha ma ne vano ken netra !
27 Lazet he holl goleou ; ma tiskenfont holl d’al lazerez !
Gwal-eur dezhei, rag ho deiz a zo deuet,
Amzer ho gwelidigez !
28 Selaouet mouez ar re a dec’h, a ia kwit euz bro Babilon,
Da ziskleri en Sion vanjans an Aotrou, hon Doue,
Vanjans he dempl.
Dastumet a griadennou publik an archerien a enep Babilon.
C’hwi holl pere a finv ar gwarek,
Kampet a enep dezhi trozro ;
Ra na dec’ho den !
Roet dezhi hervez he oberou ;
29 Groet dezhi hervez kement e deuz groet ;
Rag en em zavet eo gant ourgouil a enep an Aotrou,
A enep Sant Israel.
30 Dre ze he zud choazet a gouezo en he flasou,
Hag he holl dud a vrezel a vezo kaset da netra en deiz ze,
A lavar an Aotrou.
31 Setu, drouk em euz ouzit, ourgouilluz,
A lavar an Aotrou, Aotrou an armeou ;
Rag da zeiz a zo deuet,
Amzer da welidigez.
32 An hini ourgouilluz a vransello hag a gouezo,
Ha den na zavo anezhi !
Ha me a lakao an tân en he c’heariou
Hag he tevoro he zro da zro.
33 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Bugale Israel ha bugale Juda a vezo asamblez gwasket.
Ar re holl pere ho deuz digaset anezhei ho dalc’h,
Ha ne fell ket dezhi o lezel da vont.
34 Ho Redemptor a zo galloudek ;
He hano eo Aotrou an armeou.

702