Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/711

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 51.

Difen a raio a-dra-zur ho c’hoz
Abalamour da rei diskwiz d’ar vro
Ha da lakaat en drubul tud Babilon.
35 Ar c’hleze a zo a enep ar Galdeed a lavar an Aotrou, a enep tud Babilon,
A enep he chefou hag a enep he re fur !
36 Ar c’hleze a zo a enep he droumplerien, ma vefont anavezet diskiant !
Ar c’hleze a zo a enep he re galounek ; ma vefont kollet !
37 Ar c’hleze a zo a enep he gezek, hag enep he girri,
Hag a enep an dud a bep espes a zo en ho zouez ;
Ma teufont evel gragez !
Ar c’hleze a zo a enep he zenzoriou ; ma vefont pillet !
38 Ar sec’hour a enep he doureier ; ma vankfont !
Rag bro an imachou kizellet int ;
Sot int gant ho idolou euzuz.
39 Dre ze al loened gwez a raio ho zoullou gant ar chakaled,
An otruched a raio eno ho choumajou ;
Na vezo ken biken tuded, hag a oad en oad
Ne choumfer ken ennhi.
40 Evel en distruj a reaz Doue euz a Sodom hag euz Gomorrh hag al lec’hiou nesa,
Hen deuz lavaret an Aotrou.
Ha ne choumo den
Na mab den ebet eno !
41 Setu, eur bobl a zeu euz an hanter-noz,
Eur bobl vras ha rouane niveruz
A zihun euz a fons an douar.
42 Kemer a reont ar warek hag ho diren ;
Kriz int ha n’ho deuz ket a druez ;
Ho mouez a grozmol evel ar mor ;
Piniet int var gezek,
Renket evel eun den hepken evit ar brezel,
A enep d’id, merc’h Babilon !
43 Roue Babilon hen deuz klevet an drouz a gement se,
Hag he zaouarn a zo deuet dieguz ;
An ankroez a zo kroget ennhan,
Ar boan, evel an hini a wiliour.
44 Setu, evel eul leon, e pin euz bordou ourgouilluz ar Jourdan
Entrezek ar choumaj krenv ;
Rag, en eur pennad, me a lakao anezhei da redek varnezhi,
Hag e roin mission a enep dezhi d’an hini em euz choazet ;
Rag piou a zo henvel ouzin ? Piou a zinifio ac’hanoun
Ha pelec’h ema ar meseer a harzo ouzin ?
45 Dre ze selaouet ar pez Hen deuz an Aotrou kemeret a enep Babilon,
Hag ar sonjou Hen deuz groet a enep bro ar Galdeed.
A-dra-zur ar re vihana euz ar vanden o sklejo er meaz !
A-dra-zur distrujet e vezo ho choumajou varnezhei !
46 Gant trouz kemeridigez Babilon an douar a zo bet bransellet,
Hag ar griaden a gement se a zo bet klevet entouez ar broadou.



51 EVELHEN Hen deuz lavaret an Aotrou :
Lakaat a ran eun avel a zistruj
D’en em sevel a enep Babilon,
Hag a enep holl dud ar vro ze,
Pehini eo kaloun va enebourien.
2 Hag e kasan a enep Babilon gwenterien
Pere a wento anezhi,
Hag e c’holontero he bro ;
Rag dont a rafont varnezhi a bep tu, en deiz ar gwal-eur.
3 Ra vezo stiniet ar warek a enep an hini a stin he warek,
Hag a enep an hini a zo feüz en he diren !
Ha n’espern ket he zud choazet ;
Gwestlet d’an distruj he holl arme ;
4 Ma kouefont blonset d’ar maro en bro ar Galdeed,
Ha toullet en he ruou !
5 Rag Israel ha Juda n’int ket dilezet gant ho Doue,
Gant Aotrou an armeou,
Ha bro ar Galdeed a zo leuniet a dorfedou
Dirag Sant Israel.
6 Tec’het pell euz Babilon, ha ma savetao pep hini he vuez,
Gant aoun na varvfac’h en he drougiez !
Rag amzer vanjans an Aotrou a zo ;
Rei a ra dezhi ar pez he deuz meritet.
7 Babilon a oa eur c’halei aour en dorn an Aotrou,
Pehini a vezve an douar holl ;
Ar broadou ho deuz evet euz ho gwin,
Dre ze eo deuet fall ar broadou.
8 En eur pennad Babilon a zo kouezet ; en em vrevet eo ;

703