Huanadet varnezhi !
Kemeret bom evit he glac’har ;
Marteze e iac’hao.—
9 Soaniet hon deuz Babilon, ha neo ket iac’heet.—
Lezet anezhi ; ha deomp ac’han pep hini d’he vro ;
Rag he varnedigez a dap bete an envou,
Hag en em sav bete ar goabrennou.
10 An Aotrou Hen deuz diskleriet hon reizded.
Deuet, ha diskleriomp en Sion
Oeuvr an Aotrou, hon Doue.
11 Lemmet an dirennou, kroget en dirennou !
An Aotrou Hen deuz dihunet spered rouane ar Medi,
Abalamour ma eo fellet dezhan distruja Babilon.
Rag ama ema vanjans an Aotrou,
Vanjans he dempl.
12 Savet eur banier a enep mogeriou Babilon !
Krenvaet ar gwarded, lekeet eveserien ; kempennet ar gedou !
Rag an Aotrou eo Hen deuz lavaret,
An Aotrou eo a raio ar pez Hen deuz lavaret a enep tud Babilon,
13 Te pehini a zo azezet var galz a zoureier,
Te pehini ec’h euz tenzoriou a foun,
Da fin a zo deuet, muzur da avaris a zo leun !
14 Aotrou an armeou hen deuz touet drezhan he unan :
A-dra-zur leunia a rin ac’hanout a dud evel a gileien-raden,
Hag e laskfont a enep did ar c’hri a vrezel !
15 Hen eo Hen deuz groet an douar dre he c’halloud,
Soliet ar bed dre he furnez,
Astennet an envou dre he skiant.
16 Da drouz he vouez, an doureier en em dastum en envou ;
Lakaat a ra ar vogeden da biniat euz a benn an douar,
Produi a ra al luc’hed hag ar glao ;
Tenna a ra an avel euz he denzoriou.
17 Pep den a zo loenet en he ziskamant ;
Pep orfedour a zo mezek euz he skeuden kizellet ;
Rag he idolou n’int nemert gevier,
N’euz ket a halan ennhei ;
18 N’int nemert vanite, eul labour a droumplerez.
Mont a rafont da goll, en amzer ma welo Doue anezhei.
19 An hini eo loden Jakob n’ema ket evelthi
Rag Hen eo Hen deuz doareet pep tra,
Hag Israel eo poblad he heritach.
He hano eo Aotrou an armeou.
20 Bet out eur morzol d’in, eur benvek a vrezel :
Drezout te em euz lekeat a damou broadou,
Drezout te em euz distrujet rouantelezou.
21 Drezout em euz laekeat a damou ar marc’h hag he varc’her ;
Drezout em euz lekeat a damou ar c’har hag an hini a oa varnezhan.
22 Drezout em euz lekeat a damou ar goaz hag ar vreg ;
Drezout em euz lekeat a damou an den koz hag ar paotr iaouank ;
Drezout em euz lekeat a damou an den iaouank hag ar werc’hez.
23 Drezout em euz lekeat a damou ar meseer hag he dropel ;
Drezout rem euz lekeat a damou al labourer hag he stagadurez ;
Drezout em euz lekeat a damou ar gouarner hag ar renerien.
24 Mes rei a rin da Vabilon ha da holl dud Kalde,
Dirag ho taoulagad, an holl drougiou ho deuz groet en Sion,
A lavar an Aotrou
25 Setu, e teuan d’az kaout, a lavar an Aotrou,
Menez a zistruj, pehini a zistruj an douar holl !
Me a astenno ive va dorn varnout,
Hag e rulin ac’hanout euz krec’h ar reier,
Ha me a raio ouzit eur menez tânet.
26 Ha ne helfer kemer ac’hanout na mean korn, na mean zol,
Rag lekeat e vezi en glac’har peurbaduz, a lavar an Aotrou.
27 Savet ar banier var an douar ;
Sonet an droumpil entouez ar broadou ;
Kempenet ar broadou a enep dezhi !
Galvet a enep dezhi rouantelezou Ararat, Minni hag Ashkenaz !
Lekeet kabitened a enep dezhi !
Likiit ar c’hezek da biniat evel kileien-raden spountet !
28 Kempennet a enep dezhi broadou, rouane ar Medi,
He gouarnerien, hag he holl renerien,
Hag holl vro he galloud !
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/712
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 51.
704