29 An douar a vransel, hag ema er poan ;
Rag sonjou an Aotrou e enep Babilon en em ra,
Evit ober euz bro Babilon eun distro hep tud.
30 Tud nerzus Babilon a baouez da vrezeli,
En em derc’hel a reont er c’hrenvou ;
Ho nerz a zo eet da netra ; deuet int evel gragez.
Devet eo bet he choumajou ;
Sparlou he doriou a zo torret.
31 Ar gourrierien, ar ganaded en em groaz,
Da ziskleria da roue Babilon,
Eo kemeret he gear a bep tu,
32 Eo tapet an dremenidi,
An arbradennou devet gant an tân,
Ha ma eo kollet an dud a vrezel.
33 Rag evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel :
Merc’h Babilon a zo evel al leur en amzer ma voustrer anezhi ;
C’hoaz eun nebeut, hag amzer an eost a vezo deuet
34 Nebukadnetsar, roue Babilon, hen deuz va devoret, va brevet ;
Lezet hen deuz ac’hanomp evel eur besel goullo ;
Losket hen deuz ac’hanomp evel an aerouant ;
Leuniet hen deuz he gof euz ar pez em euz a wella ;
Kaset hen deuz ac’hanomp pell.
35 Ra gwezo ar violans groet d’in ha d’am c’hig, var Babilon !
A lavaro choumerez Sion.
Ma vezo va goad var tud ar C’halde !
A lavaro Jerusalem.
36 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Setu, e tifennin da goz,
Hag e rin ar vanjans evidout ;
Disec’ha a rin he mor,
Hag e lakain he mammennou da vankout.
37 Ha Babilon a zeuo eur bern distruj, eur voden evit ar chakaled,
Un dra a zouez hag a oaperez,
Ha den na choumo ennhei.
38 Iudel a refont a unvan evel leoned,
Krial a refont evel leoned iaouank.
39 Pa vefont tomeet, me a ginnigo da eva dezhei ;
Me a vezvo anezhei, evit ma en em laouenafont,
Ha ma kouskfont euz a eur c’housk peur-baduz,
Ha na zihunfont ken,
A lavar an Aotrou.
40 Me a lakao anezhei da zisken evel oaned d’al lazerez,
Hag evel maouted gant ar bouc’hed.
41 Penaoz eo bet kemeret Sheshak ?
Penaoz eo bet tapet, an hini a oa meulet gant an douar holl ?
Penaoz eo lekeat Babilon en glac’har entouez an holl boblou ?
42 Ar mor a zo piniet var Babilon ;
Goloet eo gant an niver euz he goumou.
43 He geariou a zo deuet eun distro,
Eun douar sec’h ha laneier,
Eun douar el lec’h ma ne choumden den
Hag el lec’h ne dremen mab den ebet.
44 Ha me a gastio Bel en Babilon,
Hag he lakain da zont euz he c’henou ar pez hen deuz losket,
Hag ar broadou n’ez afont ken entrezek ennhan.
Moger Babilon zoken a zo kouezet !
45 Eet er meaz anezhi, va fobl,
Ha ma savetao pep hini ac’hanoc’h he vuez
Dirag arder koler an Aotrou.
46 Ra na zinerzo ket ho kaloun, ha ne vec’h ket spouronet
Gant an drouz a glevfeet er vro.
Rag er bloaz ma e teuo an drouz ma,
Goude eur bloaz all eun drouz all ;
Hag e vezo violans er vro,
Ha rener a enep rener.
47 Dre-ze, setu, an deiziou a zeuo
En pere e welin imachou kizellet Babilon ;
Hag he holl vro a vezo lekeat mezek,
Hag he holl re c’hlazet d’ar maro a gouezo en he c’hreiz.
48 Hag an envou, hag an douar, ha kement a zo ennhei,
En em laouenao gant eur gan a joa var Babilon,
Rag euz an hanter-noz e teuo an distrujerien varnezhi,
A lavar an Aotrou.
49 Evel ma hen deuz lekeat Babilon da gweza re c’hlazet d’ar maro Israel,
Evel e kouezo en Babilon re c’hlazet d’ar maro ar vro holl.
50 C’hwi pere oc’h euz tec’het euz ar c’hleze,
Eet, ha na baouezet ket !
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/713
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 51.
705