En douar pell sonjet en Aotrou,
Ha ma vezo Jerusalem dirag ho kalounou !
51 Ni a zo mezek, a leverfet euz an dismegansou hen deuz klevet ;
Ar vez he deuz goloet hon fasou,
Pa eo deuet diavezidi
A enep santuariou ti an Aotrou.
52 Dre ze, setu e teuo an deiziou, a lavar an Aotrou,
Ma welin he skeudennou kizellet,
Hag ar re c’hlazet d’ar maro a glem dre ar vro holl.
53 Ha pa savfe Babilon bete an envou,
Ha pa lakafe digemerabl he c’hrenv,
An distrujerien a ielo ennhi euz va feurz, a lavar an Aotrou.
54 Euz Babilon eur c’hri a glever,
Eun drouz vras, euz bro ar Galdeed.
55 Rag an Aotrou a ia da c’hlac’hari Babilon,
Ez a da lakaat ar vouez vraz da baouez ennhi.
Ho goajennou a grosmol evel doureier bras ;
Ho mouez a drouz skeuduz.
56 Rag an distrujer a zo deuet varnezhi, var Babilon.
He zud krenv a zo kemeret,
Hag ho gwareier a zo torret ;
Rag an Aotrou eo Doue ar gounidou ;
Rei a ra da bep hini ar pez a zo dleet dezhan.—
57 Mezvi a ri he frinsed hag he re fur,
He gouarnerien, he renerien hag he zud a vrezel ;
Kousket a refont euz a eur c’housk peur-baduz ha ne zihunfont ken,
A lavar ar Roue, a behini an hano a zo Aotrou an armeou.
58 Evel Hen hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Ar mogerou ze a Vabilon, ken ledan, a vezo touzet holl,
Hag he doriou, ken huel, a vezo devet dre an tân ;
Evel se ar boblou ho devezo labouret en vên,
Hag ar broadou e vezo en em skwizet evit an tân.
59 SETU ama an urz a roaz Jeremi, ar profed, da Seraja, mab Nerija, mab Makseja, pa ez eaz da Vabilon gant Sedesias, roue Juda, ar bevare bloaz euz he ren. Ha Seraja a oa kenta kamprer. 60 Jeremi a skrivaz, en eul levr, an holl drouk a dlee dont var Babilon, an holl c’hiriou ze pere a zo skrivet var Babilon. 61 Jeremi a lavaraz da Seraja : Kerkent ma vezi eru en Babilon, e selli hag e lenni an holl gomzou ze, hag e lavari : 62 Aotrou ! lavaret ec’h euz euz al lec’h ma e tistruji anezhan, en hevelep doare ma ne vezo ennhan den, na goaz na loen, mes ma vezo laekeat en distruj peur-baduz.— 63 Hag adaleg ma pezo achu da lenn al levr ma, e stagi eur mean outhan hag e taoli anezhan en Eufrat ; hag e lavari : 64 Evelhen en em labeo Babilon ! ha ne adsavo ket euz an drouk ez an da lekaat da zont varnezhi ; bec’hiet he vefont !
Bete ama ema komzou Jeremi.
52 SEDESIAS a oa oajet a eur bloaz var-ugent pa en em lekeaz da ren, hag e renez unnek vloaz en Jerusalem. He vam a oe galvet Hamutal ; merc’h e oa da Jeremi, euz Libna. 2 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, evel ma hen doa groet Jehojakim. 3 Rag, abalamour da goler an Aotrou, ec’h eruaz evel se gant Jerusalem ha gant Juda, bete ma taolaz anezhei kwit a zirak he fas. Ha Sedesias en em savaz a enep roue Babilon.
4 Hag ec’h eruaz, an naoved bloaz euz a ren Sedesias, an dekved deiz euz an dekved mis, ma teuaz Nebukadnetsar, roue Babilon, a enep Jerusalem, hen hag he holl arme ; hag e kamprjont a enep dezhi hag e savchont krenvou trozro. 5 Ha kear a oe kelc’hiet, bete an unnekved bloaz euz ar roue Sedesias. 6 An naoved deiz euz ar bevare mis, ar gernez a savaz en kear, ha ne oa ken a vara evit pobl ar vro. 7 Neuze ar freuzaden a oe groet da gear hag an holl dud a vrezel a dec’haz hag a ieac’h enpad an noz er meaz euz a gear, dre hent an nor, entre ar mogeriou doubl, tost da jardin ar roue, enpad ma vloke ar Galdeed kear trozro ; hag ez eat dre hent ar meaz. 8 Mes arme ar Galdeed a genredaz ar roue ; hag e tapjont Sedesias en meziou Jeriko ; hag he holl arme en em bellaez diganthan. 9 Kemer a rejont eta ar roue, hag e lekejont anezhan da biniat entreze roue Babilon, en Ribla, en bro Hamath, el lec’h ma oa groet he brosez dezhan. 10 Ha roue Babilon a lekeaz laza mibien Sedesias dirazhan ; lakaat a reaz ive laza holl chefou Juda en Ribla. 11 Goude e lekeaz krenvi he zaoulagad da Sedesias, hag e lekeaz eren anezhan euz