Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/715

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 52.

chadennou arem. Ha roue Babilon he gasaz da Vabilon, hag a lekeaz anezhan er prizoun bete deiz he varo.

12 An dekved deiz euz ar bempved mis, an naountekved bloaz euz Nebukadnetsar, roue Babilon, Nebuzar-Adan, kabiten ar gwarded, oviser ordinal roue Babilon, a ieaz en Jerusalem. 13 Devi a reaz ti an Aotrou, ha ti ar roue, hag holl diez Jerusalem ; hag e lekeaz devi an holl diez bras. 14 Goude holl arme ar Galdeed, pere a oa gant kabiten ar gwarded, a zifreuzaz an holl vogeriou a oa en dro da Jerusalem. 15 Ha Nebuzar-Adan, kabitan ar gwarded, a gasaz en esklavach hiniennou euz peorien ar bobl, ar re a oa choumet a zemorant en kear, ar re a oa en em roet da roue Babilon hag an nemorant euz ar vanden. 16 Koulzkoude Nebuzar-Adan, kabiten ar gwarded, a lezaz hiniennou euz ar re baoura er vro, evel gwinierien ha laboureien.

17 Hag ar Galdeed a lakeaz a damou ar peuliou arem pere a oa en ti an Aotrou, ar soliou hag ar mor arem pere a oa en ti an Aotrou, hag e kaschont an holl arem da Vabilon. 18 Kas a rejont ive ar choudourennou, ar palliou, ar serpou, ar basinou, an tazou, hag an holl beselou arem implijet evit ar servich. 19 Kabiten ar gwarded a gasaz ive ar c’haleiou, hag an ezansouerou, hag ar basinou, hag ar choudourennou, hag ar c’hantolerou, hag an tasou hag ar gabelou, ar pez a oa en aour hag ar pez a oa en arc’hant. 20 Divarben an daou beul, ar mor hag an daouzek ijen arem pere a zerviche da zol dezhan, hag hen doa Salomon groet evit ti an Aotrou, ne hellet ket poueza an arem euz an holl draou ze. 21 Evit ar peuliou, pep peul hen doa triouec’h illinad a huelded, hag eur gorden a zaouzek illinad a helle ober an dro dezhan ; teo e oa a bevar biz ha kleuz. 22 Beza e oa dreist eun tok arem ; hag huelded unan an togou a oa pemp ilinad ha var an togou, trozro, a oa eur roued ha grenadennou, holl en arem. An eil peul en holl henvel, hag e oa ive grenadennou. 23 Hag e oa c’hwezek ha pevar-ugent grenaden a ziaveaz. An holl grenadennou var ar roued a oa vardro kant trozro.

24 Ha kabiten ar gwarded a gemeraz Seraja, kenta sakrifier, ha Sofoni, eilved sakrifier, ha tri diwaller an treuzou. 25 Hag euz kear e kemeraz eun eunuk pehini hen doa ar garg euz an dud a vrezel, ha seiz den euz ar re a wele bisach ar roue, pere en em gave en kear, mestr skrivanier an arme, pehini a rolle pobl ar vro, ha tri-ugent a douez pobl ar vro, pere a oe kavet en kear. 26 Nebuzar-Adan, kabiten ar gwarded, a gemeraz anezhei hag a gasaz anezhei da roue Babilon, da Ribla. 27 Ha roue Babilon a skoaz anezhei, hag a lekeaz anezhei d’ar maro en Ribla, en bro Hamath.

Evel se Juda a oe dizouget er meaz euz he vro. 28 Ama ema ar bobl a oe kaset gant Nebukadnetsar en esklavach : Ar seizved bloaz, tri mil tri var-ugent Judeo. 29 An driouec’hved bloaz euz a Nebukadnetsar, e oe kaset euz Jerusalem eiz kant daou den ha tregont. 30 An drived varnugent bloaz euz a Nebukadnetsar, Nebuzar-Adan, kabiten ar gwarded, a zizougaz seiz kant pemp ha daou-ugent den Judeo. An holl dud ze a oe eta pevar mil c’hwec’h kant.

31 Hag e c’hoarvezaz, ar seizved ha tregont bloaz euz esklavaj Jehojakim, roue Juda, ar bempved varnugent deiz euz an daouzekved mis, ma savaz Evilmerodak, roue Babilon, ar bloaz ma teuaz da roue, he benn da Jehojakim, roue Juda, hag e tennaz anezhan euz ar prizoun. 32 Komz a reaz dezhan gant douster, hag e lekeaz he drôn dreist trôn ar rouane a oa ganthan en Babilon. 33 Ha goude ma oe chanchet he zillad a brizounier dezhan, e tebre dalc’hmad dirazhan, enpad holl amzer he vuez. 34 Hag evit ho zalc’hted, eun ordinal kendalc’huz a oe savet dezhan gant roue Babilon, evit bep deiz, bete he varo, enpad holl amzer he vuez.


————
707