1 PENAOZ eo azezet he unan, ar gear ken pobled ze !
An hini a oa bras entouez ar broadou
A zo henvel euz eun intanvez ;
Prinsez ar provinsou a zo lekeat dindan !
2 Gwela a ra enpad an noz, hag an daerou a c’holo he diouchod ;
Euz ar re holl a garie, nikun na zic’hlac’har anezhi ;
He holl vinioned ho deuz groet fallentez en he c’henver,
Hag a zo deued da veza he enebourien.
3 Juda hen deuz tec’het dirag ar glac’har hag ar vraster euz he esklavach ;
Choum a ra en kreiz ar broadou ;
Ha ne gav diskwiz ebet ;
He holl drubulierien ho deuz he dapet en ankroez.
4 Henchou Sion a zo en kanvou, rag den na zeu ken d’ar gweliou kaer ;
He doriou holl a zo hep den,
He zakrifierien a huanad,
He gwerc’hezed a zo glac’haret, hag eo leuniet a c’hwervder.
5 He enebourien ho deuz an tu gounid, he enebourien a brosper ;
Rag an Aotrou Hen deuz glac’haret anezhi,
Abalamour d’an niver euz he fec’hejou ;
He bugale vihan ho deuz baleet evel esklaved dirag an enebour.
6 Ha merc’h Sion he deuz kollet he holl splander ;
He chefou a zo deued da veza evel girvi
Pere ne gevont ken a beuri,
Hag ez eont kwit, privet a nerz, dirag an hini a chase anezhei.
7 En deiziou he glac’har hag he zec’h, Jerusalem he deuz bet sonj
Euz an holl draou deread he doa adaleg an deiziou koz.
Pa oe kwezet he bobl dre zorn an enebour ha ma n’euz deuet den d’he zikour,
He enebourien ho deuz he welet ha groet goab euz he zeiziou sabbat.
8 Jerusalem he deuz gwal bec’het ;
Abalamour da ze eo deuet da veza eun dra a zic’hout ;
Ar re holl he enor he disprij, dre ma ho deuz gwelet he noazder ;
Hi he unan a huanad hag a zistro he fenn.
9 He loustoni a oa en pleg he zae, ha n’he deuz ket bet a sonj euz he fin.
Bet eo izeleet en eun doare burzuduz ; n’he deuz dic’hlac’harer ebet !
Sell, o Aotrou ! va glac’har ;
Rag an enebour a drec’h.
10 An enebour hen deuz astennet he zorn
Var gement he doa a vuan deread ;
Rag gwelet ho deuz o vont en he santuar ar broadou,
Divarben pere he poa roet an urz ma : N’ez aint ket en da asamble.
11 He holl bobl a huanad, klask a reont bara ;
Roet ho deuz ar pez ho doa a vuan prisiuz evit boued,
Abalamour da veoat ho buez.
Gwel, o Aotrou, ha sell pegement oun disprijet !
12 Ha n’hoc’h-hu ket poaniet, c’hwi holl pere a dremen dre an hent ?
Sellit ha gwelit hag hen zo eur glac’har henvel euz ar glac’har
Gant pehini oun bet skoet,
Me pehini a zo glac’haret gant an Aotrou en deiz tan he goler.
13 Euz krec’h, Hen deuz digaset em eskern eun tan pehini a vestroni anezhei ;
Stiniet Hen deuz lasou dindan va zreid,
Hag hen deuz lakeat ac’hanoun da gweza var adren.
Lakeat Hen deuz ac’hanoun er glac’har, en eur glac’har pemdeziek.
14 Ieo va droukiou a zo ereet gant he zorn.
En em luiet int ha poueza a reont var va gouzouk ;
Lakeat Hen deuz va nerz da blega ;
An Aotrou Hen deuz va lekeat entre daouarn euz pere n’hellan ket stourm .
15 An Aotrou Hen diskaret em c’hreiz an holl dud nerzuz ;