Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/718

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

KLEMMOU JEREMI, 3.

He roue hag he chefou a zo entouez ar broadou ; al lezen n’ema ken ;
He frofeded zoken n’ho deuz gwelidigez ebed a beurz an Aotrou.
10 Re ansien merc’h Sion a zo azezet var an douar hag en em dav ;
Lakaat a reont poultr var ho fenn ;
En em c’hourizet int a zier ;
Gwerc’hezed Jerusalem a lez ho fenn da gweza entrezeg an douar,
11 Va daoulagad en em guzum en daerou ; va entraliou a verv,
Ha va avu en em sklabe var an douar,
Abalamour da c’houli merc’h va fobl,
Abalamour ar vugale vihan hag ar re a zo o tena a zinerz var blasennou kear.
12 Lavaret a reent d’ho mammou : Pelec’h ema ar gwiniz hag ar gwin ?
Pa zinerzent evel tud gouliet d’ar maro en plasennou kear,
Ha ma varvent var bruched ho mammou.
13 Pez testeni a ginnigin-me ? Euz petra he c’henvelekain-me ac’hanout, merc’h Jerusalem ?
Hag euz piou he c’hegalin-me ac’hanout, evit da zic’hlac’hari,
Gwerc’hez, merc’h Sion ?
Rag da c’houli a zo bras evel ar mor ; piou eo a wellaio ac’hanout ?
14 Da brofeded ho deuz bet evidout gwelidigezou gaouiat ha vên ;
N’ho deuz ket dizoloet da zrougiez d’id,
Evit distrei da esklavach,
Mes bet ho deuz evidout prederiou a c’haou hag a gollidigez.
15 An holl dremenidi a strak ho daouarn divar da benn ;
C’hwitellat a reont, ija a reont ho fenn, a enep merc’h Jerusalem.
Ze eo, a lavare int, ar gear a c’halvet parfet en he c’haerder,
Joa an douar holl ?
16 Da holl enebourien a zigor ho genou a enep d’id ;
C’hwitellat a reont ha skriniat ho dent ;
Lavaret a reont : Lonket hon deuz anezhei !
Ia, ama ema an deiz a c’hortozomp, eru omp ennhan, he welet a reomp !
17 An Aotrou Hen deuz groet ar pez a oa fellet ganthan ;
Peur-c’hroet Hen deuz ar gomz Hen doa sonjet pell a oa ;
Distrujet Hen deuz, n’euz ket espernet.
Laouenaet Hen deuz an enebour divar da benn, hag Hen deuz savet nerz da enebourien.
18Ho c’haloun a gri var zu an Aotrou :
Moger merc’h Sion! skul daerou, evel eun dour-red, deiz ha noz ;
N’en em ro ket a ziskwiz d’id,
Ha ma na ziskwizo ket mab da lagad.
19 Sav-te ha kri en noz, adaleg pen kenta beilladennou an noz ;
Skul da galoun evel dour, dirag an Ammon!
Sav da zaouarn entrezeg ennhan, evit bue da vugale vihan,
Pere a varv gant an naoun en kerniel ar ruou.
20 Sell, o Aotrou ! hag evesa da biou Hec’h euz groet evel se !
Red he vije d’ar gragez devori frouez,
Ar vugale vihan, gant pere he c’hoarient !
Red he vije d’ar sakrifier ha d’ar profed beza lazet en santuar an Aotrou ?
21 An den iaouank hag an den koz a zo gourvezet var an douar er ruou ;
Va gwerc’hezed ha va re dibabet a zo kwezet gant ar c’hleze ;
Lazet out bet, en deiz da goler,
Mouget Hec’h euz, n’he c’heuz ket esperniet !
22 A bep tu hec’h euz galvet varnoun ar spounchou, evel en eun deiz a wel solanel ;
Hag en deiz koler an Aotrou, den na dec’ho ha ne adbevo.
Ar re ho doa dorloted ha savet,
Va enebour Hen deuz ho c’huzumet.



3 ME eo an den hen deuz gwelet ar glac’har
Dindan gwalen he goler.
2 Va renet Hen deuz ha groet d’in bale en devalijen,
Ha nan er sklerijen.
3 A enep d’in zoken he tro hag he tistro he zorn
Enpad an deiz.

4 LAKEAT Hen deuz da gosaat va c’hig ha va c’hroc’hen ;
Friket Hen deuz va eskern.
5 Savet Hen deuz em enep,
Hag Hen deuz va zroiet a c’hwerder ha a boan.

710