Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/719

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

KLEMMOU JEREMI, 3.

6 Ma lakeat Hen deuz da choum en lec’hiou teval,
Evel ar re a zo maro aboe pell zo.

7 SAVET Hen deuz eur voger en-dro d’in, evit ma n’ez in ket er meaz ;
Pounereet Hen deuz va hern.
8 Pa grian ha pa c’halvan zoken sikour,
He pel]a va feden.
9 Groet Hen deuz va henchou gant mein kizellet ;
Distrujet Hen deuz va gwenojennou.

10 BET eo evidoun eun ours en get,
Eul leon el lec’hiou kuzet.
11 Distroet Hen deuz va henchou, roget ac’hanoun,
Ha ma lakeat en glac’har.
12 Stiniet Hen deuz he wareg, ha lakeat ac’hanoun
Evel en but d’ar viren.

13 LAKEAT Hen deuz da vont em c’hroazellou
Mirennou he strons.
14 Me a zo ar oaperez euz ma holl fobl,
Ho zon bemdez.
15 Va leuniet Hen deuz a c’hwervder ;
Va mezvet a absint.

16 TORRET Hen deuz d’in va dent gant grean ;
Va goloet Hen deuz a ludu.
17 Pelleet Hec’h euz ar peoc’h euz va ine ;
Ankwezet em euz an eur-vad.
18 Hag em euz lavaret : Va nerz a zo kollet,
Hag an esperans em boa en Aotrou !

19 AZ pez sonj euz va glac’har hag euz va mizer ;
N’eo nemert absint ha poezon.
20 Va ine hen deuz sonj hep paouez a gement se,
Hag eo dinerzet ennoun.
21 Setu ar pez a fell d’in envori d’am c’haloun,
Hag abalamour da gement se em bezo esperans.

22 MADELEZOU Doue eo ma n’en d’omp ket bet kuzumet ;
He drugarezou n’ho deuz ket dinerzet.
23 En em nevezaat a reont bep beure ;
Da fealdedd a zo bras !
24 An Aotrou eo va fartach, a lavar va ine ;
Abalamour da ze he c’hesperin ennhan !

25 AN Aotrou a zo mad evit ar re en em c’hortoz ennhan,
Evit ine ar re a glask anezhan.
26 Mad eo gortoz en diskwiz
Delivrans an Aotrou.
27 Mad eo d’an den
Dougen ar ieo adaleg he iaouankiz.

28 AZEZET he vezo he unan ha zioulek,
Dre ma hen deuz aoun dirag Doue.
29 Lakaat a raio he c’henou er boultren,
O lavarout : Marteze he zo eun esperans benag !
30 Asten a raio he chod d’an hini a sko varnezhan,
Leuniet he vezo a zismegans.

31 RAG an Aotrou
Na daol ket kwit evit biken.
32 Mes glac’hari a ra,
Beza Hen deve ive truez, hervez braster he drugarez.
33 Rag n’eo ket a volonte vad eo he c’hlac’har
Hag he trista mibien an dud.

34 PA wasker dindan an treid
Holl brizounerien ar vro ;
35 Pa falleer droet unan benag
Dirag an Huela-Meurbed ;
36 Pa reer noaz da unan benag en he dra,
Ha na wel ket an Aotrou kement se ?

37 PIOU a lavar eo c’hoarvezet eun dra benag,
Hep ma hen defe an Aotrou he c’hourc’hemennet ?
38 Ar poaniou hag ar madou
Ha na zeuont int ket euz a volonte an Huela-Meurbet ?
39 Perag en em glemfe an den beo ?—
Ra en em glemmo pep hini euz he bec’hejou !

40 ADKLASKOMP hon henchou, ha furchomp anezhei,
Ha distroomp d’an Aotrou.
41 Savomp hor c’halounou gant hon daouarn
Var zu Doue pehini a zo en envou :
42 Pec’het hon deuz, bet omp dizent,
Ha te, te n’hec’h euz ket pardounet.

711