Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/720

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

KLEMMOU JEREMI, 4.

43 EN em baket out en koler, hag Hec’h euz kenredet ac’hanomp ;
Lazet Hec’h euz, n’hec’h euz ket esperniet.
44 En em c’holoet out en eur goabren,
Abalamour n’aje ket hor feden d’az kaout.
45 Groet Hec’h euz ouzomp, en kreiz ar boblou,
Skubien, hag eun dra a zispriz.

46 HON holl enebourien
A zigor ho genou a enep deomp.
47 Ar spount hag ar poull a zo bet evidomp,
Gant an distruj hag an diskar !
48 Va lagad a deuz en gwaziou doureier,
Abalamour da ziskar merc’h va fobl.

49 VA lagad a wel ha na baouez ket,
Abalamour n’euz ket a ziskwiz,
50 Ken a zello an Aotrou ha ma welo
Euz an envou !
51 Va lagad a c’hlac’har va ine,
Abalamour da holl verc’hed va c’hear.

52 AR re a zo va enebourien hep abek,
Ho deuz va chaseet evel eun evn.
53 C’hoanteet ho deuz anuli va buez er poull,
Taolet ho deuz mein varnoun.
54 An doureier a binie dreist va fenn ;
Me a lavare : Groet eo ac’hanoun !

55 GALVET em euz da hano, o Aotrou !
Euz fonz ar poull.
56 Klevet hec’h euz va mouez ;
Na guz ket da skouarn euz va huanadou, euz va c’hriadennou !
57 En deiz ma em euz da c’halvet, tosteet.
Lavaret Hec’h euz : Na zouj netra !

58 Aotrou, pledet Hec’h euz tra va ine,
Dasprenet Hec’h euz va buez.
59 Gwelet Hec’h euz, Aotrou, an noaz ar reer d’in ;
Gra d’in reizder !
60 Gwelet Hec’h euz ho vanjansou,
Ho holl emglev em enep.

61 KLEVET Hec’h euz, o Aotrou ! ho dismegansou
Hag ho emglevou a enep d’in ;
62 Komzou ar re en em zav em enep, hag ar c’hoantou
A reont bemdez em enep.
63 Sell : pa azeont pe pa zavont,
An abek oun euz ho zon.

64 REI a ri dezhei ho gobr, o Aotrou !
Hervez labour ho daouarn.
65 Rei a ri dezhei dallentez ar galoun ;
Da valloz a vezo evithei.
66 Ho c’henredeg a ri en da goler, ho distruja a ri,
O Aotrou ! a zindan an envou.



4 PENAOZ eo en em devaleet an aour,
Ha ma eo an aour fin en em velget,
Penaoz ed bet hadet mein ar santuar
En kerniel ar ruou !
2 Penaoz eo deuet bugale karet Sion,
Estimet evel aour pur,
Da veza evel besellou douar,
Labour dorn eur poder !
3 Ar chakaled zoken a asten ho bronou,
Hag a ro da zena d’ho re vihan :
Mes merc’h va fobl a zo deuet da veza kri
Evel otruoched an distro.
4 Teod an dener en em stag euz he staon
Gant ar sec’hed ;
Ar vugale vihan a c’houlen bara,
Ha den ne ro dezhei.
5 Ar re a zebre kig dilikat
A varv er ruou,
Hag ar re a oa bevet var ar skarlat
A bog d’an teil.
6 Ha poan drougiez merc’h va fobl a zo brasoc’h
Evit hini pec’hed Sodom
Pehini a oa diskaret, evel en eur momant,
Hep ma vije dorn den deuet varnezhi.
7 He frinsed a oa muoc’h skeuduz evit an nerc’h,
Gwennoc’h evit al leaz ;
Ho liou a oa ruoc’h evit ar c’horail,
Ho c’haerder oa hini ar safir.
8 Ho bisach a oa tevaloc’h evit an duzien zoken ;
N’ho c’hanavezer ken er ruou ;
Ho c’hrec’hen a zo stag euz ho eskern ;
Deuet eo da veza sec’h evel ar c’hoad.

712