Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/9

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


KENTA LEVR MOIZEZ, GALVET


AR C’HANEDIGEZ.


1 ER penn Kenta, Doue a grouaz an envou hag an douar.

2 Hag an douar a oa deuet dizoare[1] ha goullo, hag an devalijen a oa var c’horre an dounder,[2] ha Spered Doue a finve dreist an doureier.

3 Ha Doue a lavaraz : Ra vezo ar sklerijen ;[3] hag ar sklerijen a oe. 4 Ha Doue a welaz e oa mad ar sklerijen ; ha Doue a lamaz ar sklerijen digant an devalijen ; 5 ha Doue a hanvaz[4] ar sklerijen, Deiz ; hag an devalijen, Noz. Hag an abardaez,[5] hag ar beure,[6] a oe an deiz kenta.

6 Ha Doue a lavaraz : Ra vezo eun Astennidigez[7] etre an doureier ; ha ma ez aio an doureier digant an doureier. 7 Ha Doue a reaz an Oabl, hag a lamaz[8] an doureier a zo dindan an oabl, digant[9] ar re a zo dreist an oabl ; hag evel se oe. 8 Ha Doue a hanvaz an Oabl, Envou. Hag an abardaez, hag ar beure, a oe an eil deiz.

9 Ha Doue a lavaraz : Ra en em zastumo an doureier pere a zo dindan an env en eul leac’h hepken, ha ma en em diskwezo ar Seac’h ; hag evel se oe. 10 Ha Doue a hanvaz ar seac’h, Douar ; hag E c’halvaz bern[10] an doureier, Moriou ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 11 Neuze Doue a lavaraz : Ra roio an douar glazeür,[11] ieot o tougen had, gwez frouez o tougen frouez, hervez ho danvez,[12] pere ho devezo had ennhei ho-unan var an douar ; hag evel se oe. 12 Hag an douar a broduaz glazeür, ieot o tougen ho had hervez ho danvez ; ha gwez o tougen frouez, pere ho doa ho had ennhei ho-unan, hervez ho danvez ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 13 Hag an abardaez, hag ar beure, a oe an drede deiz.

14 Neuze Doue a lavaraz : Ra vezo goulaouennou en oabl an envou evit lemel an deiz digant an noz, ha ra zervichfont[13] da ziniou,[14] hag evit an amzeriou, hag evit an deiziou hag evit ar bloaziou ; 15 ha ra zervichfont da c’houlaouennou en oabl an envou evit skleria[15] an douar ; hag evel se oe. 16 Ha Doue a reaz an diou c’houlaouen vras : ar c’houlaouen vrasa, evit ren var an deiz, hag ar c’houlaouen vihana, evit ren var an noz ; ober a reaz ive ar stered. 17 Ha Doue a lakeaz anezhei en oabl an envou, evit skleria an douar ; 18 hag evit ren var an deiz ha var an noz, hag evit lemel ar sklerijen digant an devalijen ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 19 Hag an abardaez, hag ar beure, a oe ar bevared deiz.

20 Neuze Doue a lavaraz : Ra broduo an doureier ineou beo a foun, ha ra nijo lapoused[16] euz an douar war zu oabl an envou. 21 Ha Doue a grouaz ar pesked[17] bras hag an holl ineou beo pere a finv, hag a broduaz an doureier gant founder hervez o rasou,[18] ha pep lapous askelek hervez he ras ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 22 Ha Doue ho bennigaz, o lavarout : Bezit frouezuz, niverit ha leuniit doureier ar moriou, ha ra nivero al lapoused var an douar. 23 Hag an abardaez, hag ar beure, a oe ar bempved deiz.

24 Neuze Doue a lavaraz : Ra broduo an douar ineou beo hervez ho ras, chatal, ruzerien hag anevaled douarek hervez ho ras ; hag evel se oe. 25 Ha Doue a reaz anevaled an douar hervez ho rumachou,[19] ar chatal[20] hervez he rumach, hag holl ruzerien an douar hervez ho rumach ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 26 Neuze Doue a lavaraz : Greomp an den en hon imach[21] hervez hon

henvelidigez, ha ra reno var besked ar

  1. diform.
  2. lonk.
  3. goulou, goleu.
  4. c’halvaz.
  5. pardaez.
  6. mintin.
  7. ledander.
  8. rannaz.
  9. diouc’h.
  10. dastum.
  11. glazvez.
  12. gwenn.
  13. vezint.
  14. arwesiou.
  15. lugerni.
  16. evned.
  17. balened.
  18. gwennou.
  19. rumou.
  20. chetal.
  21. skeuden.
1