— 113 —
68. Peden d’ar geuzidigez
8.7.8.7.8.7.8.7. — C.E.D. 29.
1.
Aviel Jesus me heulio
Ha dont a res ganen me?
Jesus-Krist eo hor c’hennerzo
Petra ri te ken aze!
Er baradoz bro hor zalver,
Hor c’herent ni a gavo,
Hast buhan eta dilerc’her,
Hor gwir vro a zo eno.
2.
Araog deomp ni, Bretouned ker,
Zo eat kalz tud d’ar vro ze.
Mari Madalen hag eul laer
A oa lod euz ar re-ze.
Er baradoz, etc.
3.
Gant Doue int bet distroet.
Digemeret en he c’hloar;
Deomp ni ar memeus tra vo groet.
Pa guitafomp an douar.
Er baradoz, etc.
4.
Ne gasomp ket ’ta da warc’hoaz
Ar pez offer deomp hirie,
Pa zigor Jesus dor ar c’hras,
Demp ni en hi hep dale.
Er baradoz, etc.
|
————