Pajenn:Le Coat - Kanaouennou kristen, 1889.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


2.

Eur setans a oe diskleriet
Evit barna ar pec’her,
Hag a vije bet zur heuliet
Gant Doue en he goler:
Holl e oamp barnet d’ar maro
Dre hon gwallou niverus,
Mes en Aviel zo grasou
Kinniget demp gant Jesus

3.

He gomzou a zo eun tenzor
Da holl re choazet Doue;
Mes d’ar re a gar an enor.
’vit ar bed int follente.
Diententabl eo he gomzou
D’an holl sperejou tefel
Mes d’ar re brenet an Aotrou
Int skler dre ’r Spered-Santel.