Pajenn:Le Coat - Kanaouennou kristen, 1889.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —



2.

Ra bellafomp ni eta hirie
Euz ar vrasa tevalijen
Pa zeu Jesus-Krist hon gwir Doue
Da zigas demp ar sklerijen,
D’hon dasprena etc.

3.

Ra bedfomp ar Zalver beniget,
Da zigeri demp hon c’haloun
Ha ganthan ni vezo pardounet,
Deud eo d’hon c’has bete he drôn
D’hon dasprena etc.

4.

Hag eun devez brema en envou
Ni en em gavo asamblez,
Rag Jesus-Krist dre he holl boaniou,
Zo deud da rei demp levenez,
D’hon dasprena etc.