An heol tomm pa deu da c’hoarzin Hag an hañv da vleunia lirzin E pep tachenn, e pep kalon, Me glev eur c’hlaz o skei ennon ; O skei pa digoue d’in soñjal En daou vugel am oa gwejall, A vijê bet eürus ive O kemer o lod er vuhe. Met, e-pad ma kan lapoused, E-pad ma rén amourousted, E-pad ma tro korollerien, Int a gousk don en douar yén.
Bet e oa bet eur botrez vrao, Jentil ha fur, seder atao, A gañe ken flour hag eun ael, Ken pikus hag eun durzunel.