Ha da zansal adarre
Tra ma vo gwelet bale,
Tra ma c’houéz ar zonerien
Diwar lein o barrikenn :
Ebati ra hirie
Pep-hini deus e wella ;
Benn varc’hoaz marteze
Vo lec’h da ouéla.
Ha pad an noz e réno
Koroll ha kanaouenno ;
Ha, war dôl an hanter-noz,
E vo hervez ar c’hiz koz
Kanet soubenn al laez
Da zigas d’an dud eured
Vid o c’henta nozvez
Sonjou alaouret.
Dalc’hit da rén dre Gerne,
Gwir eureujou rouane :
C’houi brient d’ar paour-kêz kouer
Didu eur wech an amzer ;
C’houi lak en e spered
Sked eun tammig sklerijenn,
Vel ma c’hoarz ar stered
En déñvalijenn.