Amzer oa bet hag e varvê
Breiziz evid o librente ;
Bremañ vent gant an hini bae
Ha gant an hini vout ennê,
Gê !
Ar brasa kofad hini-krê.
Amzer da zont, lec’h ma kanê
Ken dudius war he mene,
Breiz a ouelo kichen eur be
’N eul luskellat he bugale,
Gê !
Lac’het holl gant an hini-krê !