« De mad d’ac’h, Mari, va c’hommer
« Zeder,
De mad d’ac’h, Mari, va c’hommer ;
Penôz emañ ar c’heleier
« Aboe n’on-me ket bet en kêr,
« Penôz emañ ar c’heleier ? » —
Kenta goulenn ar c’hemener,
« Penôz mañ ’r bed gant va c’homper
« Yann-Ber,
Gant ho kezeg, ho parkeier,
Gant ho saout, ho moc’h hag hoc’h yér,
Gant ho kezeg, ho parkeier ? » —
E c’houlenn c’hoaz ar c’hemener.
« Mad sur, avat, ma mignon ker,
« Ec’h êr,
« Mad sur, avat, ma mignon ker ;
« Azéit war ar bank-toser,
« Ho tijuni zo da gemer ;
« Azéit war ar bank-toser. » —
« Ho trugare ! » ’mê ’r c’hemener. —
Dirazañ plajou livet kaer
’Laker,
Dirazañ plajou livet kaer,
Kig hag aman a zigaser,
Ha jistr ha kafe leiz ar gwer ;
Kig hag aman a zigaser,
Ha bara gwenn d’ar c’hemener.