Pajenn:Le Garrec - Moueziou an Abardaë-Noz.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —



Allaz ! o veva fall ne c’honeer netra :
Setu me dre Bariz hep labour na bara ;
N’on ken evit gouzañv lousdoni va buhé,
Hag e c’ha eun tan glaou d’am c’has dirak Doue.

Fallât ra va c’halon, sempla ran, mouget on....
Doue va fask kenta, rôit d’in ho pardon....
Kenavo ’ta, va zud, kenavo, Breiz-Izel !
Pegen kablus on bet o tont d’ho tilezel !


————