Distrôet eo Kaourig d’ar gêr
D’ e vro vinniget Landreger,
Serret, ziouaz ! e zaoulagad
E-deun archedou c’houec’h troatad.
Kaer en devo heol klouar Breiz
Tol sklerijenn warnañ e-leiz,
Ne zihuno ken e vugel
Lac’het gant heol ar broiou pell.
Lapoused a bep tu d’an hent
A gan atao vel diagent ;
Met hirvoudi ra ’r ganaouenn
A vijê gwechall ken laouen.
Ha barrou nerzus an dero
’Trezeg o mignonig maro
An em astenn evel gwechall
Klemmus ha kañvus o krozal.
E gerent, e vuia karet
A deu war e lerc’h, diskaret
Dindan ar pounnera glac’har
A c’heller gouzañv war zouar.
Hogen eur vouez a zav en êr,
Eur vouez frealzus ha tener :
« Va zud kêz, sec’hit ho taelo,
« Er Baradoz ni ’n em welo !
« Eno, abred pe divezad,
« E vê rentet Breiz d’ar Breizad,
« Hag ar mab d’an tad glac’haret,
« Ha d’ar wreg yaouank he fried. »