Eur plac’hig oa en Arzano,
Marc’haredig he lez-hano,
Daoulagad glaz, dioujodig koant,
Kened, ha furnez ha skiant.
Marc’haredig n’he devoa ket
Talvoudegez hanter-kant skoed ;
Met he zal glan a lugernê
Koulz ha loar aour e Landerne.
Dantelez kaer na zougê ket,
Ken nebeut voulouz arc’hantet ;
Hogen, da heul he bleo melen
’Tougê dudi ha sklerijenn.
Ne vijê gant Marc’haredig
Broz na tavanjer pinvidik ;
Ha ’n he darempred koulskoude
Meur a zén vaouank hirvoudê.
Met abred e-touez ar bagad
’N evoa dibahet he lagad,
’N evoa dibabet da vignon
Eur potr a nerz hag a galon :