gervel hé dâd hag hé vamm, é vézô strapet galloud Damas, ha dibourc’hou Sâmari, é-raok roué ann Assiried.
5. Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ouz-in, ô lavarout :
6. O véza ma en deûz ar bobl-zé distolet doureier Siloé, péré a réd éz-sioul, ha ma eo bét gwell gan̄t-han̄ sével gan̄t Rasin, ha gan̄t mâb Romélias :
7. Rak-sé chétu ann Aotrou a gasô war-n-ézhô douréier brâz hag herruz ar ster, roué ann Assiried gan̄d hé holl c’hloar : hag hî a zavô a bép tû dreist hé gân, hag a rédô enn tu all d’hé c’hlan̄ou holl,
8. Hag ô liva dré-holl, é treûzô Juda, hag éz ai bépréd, kén na vézô dour bétég ar gouzouk. Hag hî a astennô hé diou-askel, hag a c’hôlôi da zouar holl, ô Emmanuel.
9. En em strollit, poblou, hag é viot trec’het ; sélaouit, holl boblou a bell : En em grévait, hag é viot trec’het, en em c’hourizit, hag é viot trec’het.
10. Kémérit kuzul, hag é vézô bévézet ; rôid ursou, ha na vézin̄t két sévénet ; râg éma Doué gan-é-omp.
11. Râg evel-henn en deûz komzet ann Aotrou ouz-in ; ô terc’hel ac’hanoun gan̄d hé zourn gallouduz en deûz va desket, gan̄d aoun na gerzchenn é hen̄t ar bobl-zé, hag en deûz lavaret d’in :
12. Na livirit két : Dispac’h ; râk kémen̄d a lavar ar bobl-zé eo dispac’h ; n’hô pézet kéd a aoun râg ar pez a ra aoun d’ézhô, ha na spoun̄tit két.
13. San̄télit Aotrou ann arméou hé-unan : ra vézô hén̄ hoc’h aoun hag hô spoun̄t ;
14. Hag hén̄ a vézô da zan̄télidigez d’é-hoc’h ; ha da véan fazi, ha da garreg a harz évid ann daou dî a Israel ; ha da spî ha da gollidigez évid ar ré a choum é Jéruzalem.
15. Ha kalz anézhô a vézô stoket, hag a gouézô, hag a vézô brévet, hag a vézo dalc’het er rouéjou, hag a vézô paket.
16. Liamm va zesténi, siell va lézen é-touez va diskibien.
17. Ha mé a c’hortozô ann Aotrou, péhini a gûz hé zremm ouc’h tî Jakob, hag é ken̄dalc’hinn er géd-zé.
18. Chétu mé hag ar vugalé en deûz rôet ann Aotrou d’in, da arouéz ha da vurzud enn Israel, a-berz Aotrou ann arméou a choum war vénez Sion,
19. Ha pa livirin̄t d’é-hoc’h : Én̄vorit ar gelc’hierien hag ann diouganerien, péré a zoroc’h enn hô strôbinellou : Eur bobl hag hén̄ na én̄vor két hé Zoué, évid ar ré véô d’ar ré varô ?
20. Ha ken̄toc’h d’al lézen, ha d’ann desténi. Ma na gomzon̄t két hervez ar gér-zé, na vézô két a c’houlou min̄tin évit-hô.
21. Ével tréménidi é vézin̄t war ann douar ; kouéza a rain̄t, hag hô dévézô naoun ; hag enn hô naounégez é savô droug enn-hô, hag é villigin̄t hô roué hag hô Doue, hag é séllin̄t ouc’h kréac’h.
22. Hag hî a zellô ouc’h ann douar, ha chétu ar c’hlac’har, hag ann dévalien, ar fillidigez, hag ann an̄ken, hag ann amc’houlou a heûliô anézhô, ha na hellin̄t két tec’hout diouc’h ar reûsiou-zé.
1. Er penn ken̄ta é oé skan̄véet douar Zabulon, ha douar Néftali : ha d’ann divez é oé pounnéréet war hen̄d ar môr enn tu all d’ar Jourdan, Galiléa ar brôadou.
2. Ar bobl a valéé enn dévalien en deûz gwélet eur goulou-brâz : saved eo ar goulou, évid ar ré a choumé é brô skeûd ar marô.
3. Paottet éc’h eûz ar vrôad, ha n’éc’h eûz két kresket al lévénez. En em laouénaad a rain̄t dira-z-od ével ma en em laouénéeur er médérez, ével ma trideur goudé ann tréac’h, pa ranneur ann dibourc’hou.
4. Râk torret éc’h eûz géô hé véac’h, ha gwialen hé skoaz, ha gwalen hé heskiner, ével é deiz Madian.
5. Râg ann holl zibourc’hou kémé-