Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
levr ar profed jérémias.

vuanégez hag hé frouden, kén n’en dévézô gréat ha peûr-c’hréat ménosiou hé galoun : enn deiz divéza hô foellot.


————


XXXI. PENNAD


Gwelladur Israel ha Juda.


1. Enn amzer-zé, émé ann Aotrou, é vézinn Doué holl vréûriézou Israel, hag hî a vézô da bobl d’in.

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Va fobl péhini a oa choumet war-lerc’h ar c’hlézé, en deûz kavet grâs enn distrô : Israel a iélô d’hé éhan.

3. Pell zô eo en em ziskouézet ann Aotrou d’in. Gan̄d eur garan̄tez peûr-baduz em eûz da garet ; dré-zé em eûz da zidennet gan̄t trugarez.

4. Mé az savô adarré, hag é vézi savet, ô gwerc’hez Israel : en em ziskouéza a rî adarré diouc’h trouz ann taboulinou, baléa a rî é-kreiz ar c’hoariérien binviou.

5. Plan̄ta a rî adarré gwiniennou war vénésiou Samaria ; ar blan̄térien a blan̄tô, ha na rain̄t két ar ven̄dem kén na vézô deûet ar préd :

6. Râk don̄d a rai ann deiz, é péhini é c’harmô ann diwallérien war vénez Éfraim : savit, ha piñomp da Zion étrézég ann Aotrou hon Doué.

7. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Tridit gan̄t lévénez, ô Jakob, c’hoarzit é penn ar brôadou ; grît trouz, ha kanit, ha livirit : Dieûb, Aotrou, da bobl, dilerc’h Israel.

8. Chétu mé hô digasô eûz a zouar ann han̄ter-nôz, hag hô strollô eûz a bennou ann douar ; enn hô zouez é vézô ann den dall hag ann den kamm, ar c’hrég vrazez, hag ar c’hrég é gwilioud, hag é tistroin̄t aman̄ enn eunn en̄groez braz.

9. Enn eur wéla é teûin̄t, hag enn drugarez é tigasinn anézhô ; hô c’hâs a rinn a-dreûz d’ar froudou dour dré eunn hen̄t éeun, ha na strébotin̄t két enn-han̄ rak deûed ounn da dâd da Israel, hag Éfraim eo va c’hen̄ta-ganet.

10. Brôadou, sélaouit gér ann Aotrou, hag embannit-hen̄ enn énézi ar ré bella, ha livirit : Ann hini en deûz skiñet Israel, a strollô anézhan̄ : hag hén̄ a ziwallô anézhan̄ ével ma tiwall eur méser hé zén̄ved.

11. Râg ann Aotrou en deûz dasprénet Jakob, hag hé dennet en deûz eûz a zaouarn ann hini a oa tréac’h d’ézhan̄.

12. Hî a zeûiô, hag a veûlô Doué war vénez Sion ; hag hî a rédô enn eur rumm brâz étrézé madou ann Aotrou, étrézég ar gwiniz, hag ar gwîn, hag ann éôl, ha menned ann dén̄ved hag ar zaoud ; hag hô éné a zeûiô ével eul liors douret, ha n’hô dévézô mui a naoun.

13. Neuzé ar plac’h-iaouan̄k en em laouénai out soun ar binviou, hag ar baotred-iaouan̄k kévret gan̄d ar ré gôz ; trei a rinn hô glac’har é lévénez, hô fréalzi a rinn, ha goudé hô doan é laouénainn anézhô.

14. Gwalc’ha ha larda a rinn éné ar véléien ; ha va fobl a vézô karget gan̄t va madou, émé ann Aotrou.

15. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Lén̄v a zô bét klévet ouch-kréac’h, klemvanou, hirvoudou ha gwélvanou. Rachel péhini a wél d’hé bugalé, ha na venn két béza dic’hlac’haret, ô véza n’émin̄t mui.

16. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ra éhanô da vouéz ô lén̄va, ha da zaoulagad ô wéla ; rak da ôbériou hô dévézô hô gôbr, émé ann Aotrou ; hag hî a zistrôiô eûz a zouar hô énébour.

17. Géd a zô enn da zivez, émé ann Aotrou ; ha da vugalé a zistrôiô d’hô brô.

18. Klévet, klévet em eûz Éfraim pa eo bét dizouget ; va c’hélennet éc’h eûz, hag ounn bét desket, ével eunn tarô iaouan̄k dizon̄ ; distrô ac’hanoun, hag é tistrôinn ouz-id ; râk té eo ann Aotrou, va Doué.

19. Râg goudé ma éc’h eûz va lékéat da zistrei, em eûz gréat pinijen ; ha goudé ma éc’h eûz va c’hélennet, em eûz skôet war va morzed. Mézékéet ounn bét, rusiet em eûz, ô véza ma em eûz douget dismégan̄s va iaouan̄ktiz.