douar-man̄, ével m’az pôa touet d’hô zadou é rôjez d’ézhô eunn douar é péhini é redfé al léaz hag ar mél.
23. Hag hî a zô éat ébarz, hag hô deûz hé biaouet ; hôgen n’hô deûz két sen̄tet oud da vouéz, ha n’hô deûz két baléet enn da lézen ; n’hô deûz két gréat kémen̄d ez pôa gourc’hémennet d’ézhô da ôber ; hag ann holl zrougou-zé a zô digwézet gan̄t-hô.
24. Chétu eo bét savet kréou a-éneb ar géar évid hé c’hémérout ; hag ar géar a zô bét rôet étré daouarn ar C’haldéed a stourm out-hi, gan̄d ar c’hlézé, hag ann naounégez, hag ar vosen ; ha kémen̄d éc’h eûz lavaret a zô bét c’hoarvézet, ével ma her gwélez da-unan.
25. Ha té a lavar d’in, ô Aotrou Doué : Prén eur park gan̄d arc’han̄t ha kémer testou ; pétrâ-bennâg ma eo rôet ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed.
26. Neûzé é teûaz gér ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout :
27. Chétu mé eo ann Aotrou, Doué ann holl gîk ; ha nétrâ n’eo diez din ?
28. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed, hag étré daouarn roué Babilon, hag hî hé c’hémérô.
29. Hag ar C’haldéed a zeûi, hag a stourmô oud ar géar-man̄ ; hag hî a lakai ann tân enn-hi, hag hé loskô, kerkoulz hag ann tiez war lein péré é réad sakrifisou da Vaal, ha boéd-kennigou da zouéed a-ziavéaz évit va héga.
30. Râk bugalé Israel, ha bugalé Juda hô deûz gréat ann drouk dira-z-oun adaleg hô iaouan̄ktiz ; bugalé Israel péré bété vréma n’hô deûz éhanet da héga ac’hanoun gan̄d ôberiou hô daouarn, émé ann Aotrou.
31. Râg ar géar-zé é deûz lékéat da zével va frouden ha va buanégez, abaoé ann deiz é péhini hô deûz hé savet, bétég ann deiz-zé é péhini é tispenninn anézhi a zira-z-oun,
32. Enn abek da zrougiez Israel, ha bugalé Juda hô deûz gréat évit va héga, hî hag hô rouéed, hag hô frin̄sed, hag hô béléien, hag hô proféded, ha tûd Juda, hag ar ré a choumé é Jéruzalem.
33. Trôet hô deûz hô c’hein d’in é léac’h trei hô daoulagad ; pa zeskenn anézhô diouc’h ar min̄tin, ha pa hô c’hélennenn, né két fellet d’ézhô va zélaoui, na digémérout va c’hélen.
34. Lékéat hô deûz hô idolou enn tî é péhini é c’halveur va hanô évid hé zaotra.
35. Savet hô deûz da Vaal lec’hiou uc’hel, péré a zô é traon̄ien Ennom, évit kenniga hô mipien hag hô mérc’hed da Voloc’h ; pétrâ bennâg n’em eûz két hé c’hourc’hémennet d’ézhô, ha n’eo két deûet em c’haloun é rajen̄t ar fallagriez-zé, hag é tougchen̄t Juda d’ar péc’hed.
36. Ha bréma goudé kémen̄t-sé, chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel, diwar-benn ar géar-zé, péhini a livirit a vézô rôet étré daouarn roué Babilon, gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.
37. Chétu mé a strollô anézhô eûz ann holl vrôiou é péré em eûz hô c’haset em frouden, em buanégez hag em drouk brâz ; ha mé hô digasô adarré d’al léac’h-man̄, hag hô lakai da choum enn-han̄ gan̄t pép fisian̄s.
38. Hag hî a vézô da bobl d’in, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô.
39. Ha mé a rôiô d’ézhô eunn hévélep kaloun, hag eunn hévéleb hen̄t, évit ma toujin̄t ac’hanoun enn holl zeisiou, ha ma teûi vâd d’ézhô, ha d’hô bûgalé war hô lerc’h.
40. Eur gévrédigez peûr-baduz a rinn gan̄t-hô, ha na éhaninn két da ôber vâd d’ézhô : ha mé a lakai va doujan̄s enn hô c’haloun, évit na bellain̄t két diouz-in.
41. Ha mé en em laouénai enn-hô, p’am bézô gréat vâd d’ézhô : hag é likiinn anézhô enn douar-man̄ é gwirionez a greiz va c’haloun, hag a greiz va éné.
42 Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Ével ma em eûz digaset ann holl zrouk brâz-zé war ar bobl-man̄, ével-sé é tigasinn war-n-ézhô ann holl vadou a ziouganann d’ézhô.
43. Hag hi hô dévézô parkou enn douar-man̄ ; pétrâ-bennâg ma livirit-