ar véléien hag al Lévited héb eunn dén dira-z-oun, a gennigô sakrifisou-lôsk, ha sakrifisou-boéd, hag a lazô bemdez viktimou dira-z-oun.
19. Ha gér ann Aotrbu a zeûaz étrézé Jérémias, ô lavarout :
20. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Mar gelleur terri ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann deiz, hag ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann nôz, évit na vézô na deiz na nôz enn hé amzer :
21. E vézô gellet ivé terri ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d David va zervicher, évit na zeûi két diout-han̄ eur mâb péhini a rénô war hé drôn, ha Lévited, ha béléien da vinistred d’in.
22. Ével na helleur két nivéri stéred ann énv, na men̄ta tréaz ar môr ; ével-sé é kreskinn gwenn David, va zervicher, hag al Lévited va ministred.
23. Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézé Jérémias, ô lavarout :
24. Ha n’éc’h eûz két gwélet pénaoz é komz ar bobl-zé, ô lavarout : Ann diou wenn eo dôa dilennet ann Aotrou, a zô bét dispennet ; disprizet eo va fobl gan̄t-hô, ha n’eo mui ével eur vrôad dira-z-hô.
25. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ha né két stard ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann deiz ha gan̄d ann nôz, al lézennou em eûz rôet d’ann én̄v ha d’ann douar.
26. É tistolinn ivé gwenn Jakob ha David va zervicher, ha na gémérinn két eûz hé géf prin̄sed eûz a wenn Abraham, Izaak ha Jakob ; râk mé a lakai da zistrei hô sklaved, hag a rai trugarez enn hô c’hén̄ver.
l. Gér a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou (pa édo Nabukodonosor roué Babilon, hag hé holl armé, hag ann holl rouan̄télésiou eûz ann douar, péré a oa dindan hé c’halloud, hag ann holl boblou, ô vrézélekaat out Jéruzalem, hag oud hé holl gériou) ô lavarout :
2. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Kéa, ha komz out Sédésias, roué Juda, ha lavar d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai ar géar-man̄ étré daouarn roué Babilon, péhini a lakai ann tân enn-hi.
3. Ha té da-unan na dec’hi két diout-han̄ ; hogen évit-gwîr é vézi kéméret, ha lékéat étré hé zaouarn ; da zaoulagad a wélô daoulagad roué Babilon, hag hé c’hénou a gomzô oud da c’hénou, hag é Babilon éz î.
4. Koulskoudé sélaou gér ann Aotrou, ô Sédésias, roué Juda. Ével-henn é lavar ann Aotrou d’id : Na varvi két gan̄d ar c’hlézé,
5. Hôgen é péoc’h é varvi : dévet é vézô évid-od louzou-c’houés-vad, ével ma eo bét dévet évid da dadou ar rouéed ken̄t a zô bét enn da raok : hag hî a râi da gaon̄ ô lavarout : Allas, ô Aotrou ! Râk mé em eûz lavaret ar gér-zé, émé ann Aotrou.
6. Ha Jérémias, ar profed, a lavaraz ann holl c’hériou-zé da Zédésias, roué Juda é Jéruzalem.
7. Koulskoudé armé roué Babilon a stourmé a-énep Jéruzalem, hag a-énep ann holl gériou eûz a Juda a oa choumet, a-énep Lac’his, hag a-énep Azéc’ha ; râg eûz a gériou kré Juda, ar ré-man̄ a oa choumet c’hoaz.
8. Ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou, goudé m’en dôé ar roué Sédésias gréat unvaniez gan̄d ann holl bobl eûz a Jéruzalem, oc’h embanna :
9. Ma kasche-kuît pép-hini hé vével hag hé vatez, Hébréad hag Hébréadez, hag hî dieûb : ha na zeûjen̄t mui da gaout galloud war-n-ézhô, pa oan̄t iuzevien ével-t-hô,ha breûdeûr d’ézhô.
10. Pa glévaz ann holl brin̄sed hag ann holl bobl pénaoz é oa unvaniez évit ma kasché-kuît pép-hini hé vével hag hé vatez, hag hî dieûb, ha na dlien̄t mui kaout béli war-n-ézhô, é sélaouchon̄t, hag hô c’haschon̄t-kuît.
11. Hôgen goudé-zé hî a drôaz, hag