roué ; dindân kambr ann arrébeûri : hag é kéméraz ac’hanô tammou kôz vézer, ha diḻad diamzéret, hag hô c’hasaz da Jérémias er vâc’h zoun gan̄t kerdin.
12. Hag Abdémélec’h ann Étiopiad a lavaraz da Jérémias : Laka ann tammou kôz vézer, hag ann diḻad diamzéret-zé dindân da ziou gazel, hag enn-drô d’ar c’herdin ; ha Jérémias a réaz ével-sé.
13. Hag hî a zachaz anézhan̄ gan̄t kerdin, hag a dennaz anézhan̄ eûz ar vâc’h zoun ; ha Jérémias a choumaz é porched ar vâc’h.
14. Neûzé ar roué Sédésias a gasaz étrézé Jérémias ar profed, hag hel lékéaz da zond é-tâl ann trédé dôr a ioa é tî ann Aotrou ; hag ar roué a lavaraz da Jérémias : Eunn dra a c’houlennann digan-éz ; na gûz nétrâ ouz-in.
15. Hôgen Jérémias a lavaraz da Zédésias : Mar tiouganann d’id, ha na likii két va laza ? Ha ma rôann kuzul d’id, ha té a zélaouô ac’hanoun ?
16. Hôgen ar roué Sédésias a douaz é-kûz da Jérémias, ô lavarout : Ével ma eo béô ann Aotrou, en deûz gréat eunn éné enn-omp, é touann pénaoz n’az lazinn két, ha na rôinn két ac’hanod étré daouarn ann dûd-zé péré a glask da vuez.
17. Ha Jérémias a lavaraz da Zédésias : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Mar d-éez étrézé prin̄sed roué Babilon, é vévô da éné, ha na vézô két dévet ar géar-man̄ ; ha té, ha da diad a vézô savétéet.
18. Hôgen ma n’az éez két étrézé prin̄sed roué Babilon, é vézô rôet ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed : hag hî hé dévô gan̄d ann tân ; ha té na déc’hi két diouc’h hô daouarn.
19. Hag ar roué Sédésias a lavaraz da Jérémias : En̄krézet ounn enn abek d’ar Iuzévien a zo téc’het étrézég ar C’haldéed ; aoun em eûz na venn lékéat étré hô daouarn, ha na rajen̄t goab ac’hanoun.
20. Hôgen Jérémias a lavaraz : Na likiin̄t két ac’hanod étré daouarn ar ré-zé. Sélaou, mé az péd, gér ann Aotrou, a rôann da anaout d’id ; mâd é vézô d’id, ha da éné a vézô béô.
24. Hôgen ma na fell két d’id mon̄d er-méaz, chétu ar gér en deûz diskouézet ann Aotrou d’in :
22. Chétu ann holl c’hragez a vézô choumet é tî roué Juda, a vézô kaset da brin̄sed roué Babilon ; hag hî a lavarô : Ann dûd a béoc’h-zé hô deûz da douellet, ha da dréc’het ; soubet hô deûz da dreid er fan̄k hag el lin̄kr, hag hô deûz da zilézet.
23. Ha da holl c’hragez, ha da vugalé a vézô kaset d’ar C’haldéed : ha na déc’hi két diouc’h hô daouarn, râk kéméret é vézi gan̄t roué Babilon ; hag hen̄ a zévô ar géar-man̄.
24. Neûzé Sédésias a lavaraz da Jérémias : Na wézet dén ar gériou-zé, ha na varvi két.
25. Hôgen mar klev ar brin̄sed pénaoz em eûz komzet ouz-id ; mar teûon̄t d’az kavout, ha da lavarout d’id : Danével d’é-omp pétrâ éc’h eûz lavaret d’ar roué ; na gûz nétrâ ouz-omp, ha na lakaimp két da laza ; ha pétrâ en deûz lavaret ar roué d’id.
26. É liviri d’ézhô : Mé em eûz pédet ar roué ô stoui dira-z-han̄, n’am c’hasché két adarré da dî Jonatan, é péléac’h é varvchenn.
27. Ann holl brin̄sed a zeûaz éta da gaout Jérémias, hag a réaz goulennou out-han̄ : hag hén̄ a gomzaz out-hô hervez m’en dôa gourc’hémennet ar roué d’ézhan̄ ; hag hî a lézaz anézhan̄ é péoc’h ; râk na oa bét klévet nétrâ.
28. Ha Jérémias a choumaz é porched ar vâc’h, bétég ann deiz é péhini é oé kéméret Jéruzalem ; râk kéméret é oé Jéruzalem.
1. Enn naved bloaz eûz a Zédésias, enn dékved mîz, é teûaz Nabukodonosor, roué Babilon, hag hé holl