dôa lavaret, ô véza ma hoc’h eûz péc’het a-éneb ann Aotrou, ha n’hoc’h eûz két sélaouet hé vouéz ; hag al lavar-zé a zô bét sévénet war-n-hoc’h.
4. Bréma éta chétu em eûz tennet ar chaden a oa oud da zaouarn ; mar fell d’id don̄t gan-én̄ da Vabilon, deûz ; ha mé a lakai évez ouz-id ; hôgen ma na fell két d’id don̄t gan-én̄ da Vabilon, choum. Chétu ann douar holl a zô dira-z-od ; dilenn, ha kéa el léac’h ma kiri.
5. Pa na fell két d’id don̄t gan-én̄, choum é tî Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, da béhini en deûz roué Babilon rôet ar galloud war gériou Juda ; choum éta gan̄t-han̄ é-kreiz ar bobl ; pé kéa el léac’h ma kiri. Penn ann armé a rôaz ivé d’ézhan̄ boéd ha rôou, hag hé laoskaz da von̄t.
6. Neûzé Jérémias a iéaz da gavout Godolias, mâb Ahikam, é Masfat, hag a choumaz gan̄t-han̄ é-kreiz ar bobl a oa bét lézet er vrô.
7. Pa glévaz prin̄sed ann armé, péré a oa skiñet dré ar vrô, hî hag hô zûd, pénaoz en dôa roué Babilon lékéat ar vrô dindân galloud Godolias, mâb Ahikam, ha pénaoz en dôa erbédet d’ézhan̄ ar goazed, hag ar merc’hed, hag ar vugalé eûz ar ré baoura eûz ar bobl, péré na oan̄t két bét dizouget da Vabilon,
8. É teûjon̄t étrézé Godolias é Masfat : Ismahel, mâb Natanias ; ha Johanan, ha Jonatan, mipien Karéé, ha Saréas, mâb Tanéhumet, ha mipien Ofi péré a ioa eûz a Nétofat, ha Jérémias, mâb Maac’hati, hî hag hô zûd.
9. Ha Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, a douaz d’ézhô, ha d’hô zûd, ô lavarout : N’hô pézet két a aoun ô servicha ar C’haldéed, choumit er vrô, ha servichit roué Babilon, hag ervâd en em géfot.
10. Chétu mé a choum é Masfat, évit sévéni kémennou ar C’haldéed a zô kaset étrézég enn-omp ; hôgen c’houi, dastumit ar gwîn, hag ann éd, hag ann éôl, ha likit-hô enn hô listri, ha choumit er c’hériou é péré émoc’h ô choum.
11. Pa glévaz ivé ann holl Iuzévien, péré a oa é Moab, hag é-touez bugalé Ammon, hag enn Iduméa, hag enn holl vrôiou, pénaoz en dôa roué Babilon lézet eunn dilerc’h er Judéa, ha pénaoz en dôa hô lékéat dindân béli Godolias, mâb Abiham, mâb Safan ;
12. Ann holl Iuzévien-zé, émé-vé, a zistrôaz eûz ann holl lec’hiou é péré é oan̄t bét tec’het, hag é teujon̄t da vrô Juda étrézé Godolias é Masfat ; hag hî a zastumaz eul lôd brâz a wîn hag a éd.
13. Hôgen Johanan, mâb Karée, hag holl brin̄sed ann armé, péré a oa bét skiñet dré ar vrôiou, a zeûaz da gavout Godolias é Masfat,
14. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Gwéz pénaoz Baalis, roué bugalé Ammon, en deûz kaset Ismahel, mâb Natanias, évid da laza. Hôgen Godolias, mâb Abikam, na grédaz két d’ézhô.
15. Neûzé Johanan, mâb Karéé,a gomzaz é-kûz out Godolias é Masfat, ô lavarout : Mé a iélô hag a skoi gan̄d Ismahel, mâb Natanias, hép gouzout da zén, gan̄d aoun na zeûjé d’az laza, ha na ve skiñet ann holl Iuzévien a zô en em strollet enn-drô d’id, ha na vé dispennet ann dilerc’h eûz a Juda.
16. Hôgen Godolias, mâb Ahiham, a lavaraz da Johanan, mâb Karée : Na ra két kémen̄t-sé ; râg gaou eo ar péz a lévérez diwar-benn Ismahel.
1. C’hoarvézoud a réaz er seizved mîz, pénaoz Ismahel, mâb Natanias, mâb Élisama, eûz a wenn ar roué, ha gan̄t-han̄ prin̄sed eûz a léz ar roué, ha dék dén all, a zeûaz étrézé Godolias, mâb Ahikam, da Vasfat, hag a zébraz énô bara kévret é Masfat.
2. Hag Ismahel, mâb Natanias, a zavaz, hag ann dék dén a ioa gan̄t-han̄ ; hag é skôjon̄t gan̄t Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, gan̄d ar c’hlézé ; hag hî a lazaz ann hini a oa bét lékéat da benn war ar vrô gan̄t roué Babilon.
3. Ismahel a lazaz ivé ann holl Iu-