Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
levr ar profed jérémias.

zévien a oa gan̄t Godolias é Masfat, hag ar C’haldéed en em gavaz énô, hag ar vrézélidi.

4. Hôgen enn eil zeiz goudé ma oé lazet Godolias, pa na wie c’hoaz dén,

5. É teûaz tûd eûz a Zichem, eûz a Zilo, hag eûz a Zamaria, hag hî pévar-ugen̄d dén, touzet hô barô, roget hô diḻad, hag hî skejet hô dremm ; hag hî hô dôa enn hô daouarn rôou, hag ézan̄s, évid hô c’henniga é tî ann Aotrou.

6. Ismahel, mâb Natanias, a iéaz er-méaz eûz a Vasfat évid ho diambrouga ; hag hén̄ a iéa enn eur wéla ; ha pa en em gavaz gan̄t-hô, é lavaraz d’ézhô : Deûit étrézé Godolias, mâb Ahikam.

7. Ha pa oen̄d deûet da greiz kéar, Ismahel, mâb Natanias, hag ann dûd a oa gan̄t-han̄, hô lazaz, hag hô zaolaz é-kreiz eur poull.

8. Hôgen enn hô zouez en em gavaz dék dén, péré a lavaraz da Ismahel : Na lâz két ac’hanomp ; râk nî hon eûz ten̄zoriou enn hor parkéier, ha gwiniz, hag heiz hag éôl, ha mél. Hag hén̄ a éhanaz, ha n’hô lazaz két gan̄d hô breudeur.

9. Ar poull é péhini é taolaz Ismahel korfou-marô ar ré holl en dôa lazet enn abek da C’hodolias, eo ann hini en dôa gréat ar roué Asa enn abek da Vaasa, roué Israel ; hen-nez eo a leûniaz Ismahel, mâb Natania, gan̄d ar ré én dôa lazet.

10. Hag Ismahel a gasaz é sklavérez ar ré eûz ar bobl a choumé é Masfat ; merc’hed ar roué, hag ann holl bobl a oa choumet é Masfat, péré a oa bét erbédet gan̄t Nabûzardan, penn ann armé, da C’hodolias, mâb Ahibam ; hag Ismahel, mâb Natanias, hô c’héméraz, hag en em lékéaz enn hen̄t évit mon̄d étrézé bugalé Ammon.

11. Hôgen Johanan, mâb Karée, hag holl brin̄sed ann armé a oa gan̄t-han̄ a glévaz ann holl zroug en dôa gréat Ismahel, mâb Natanias.

12. Hag ô véza kéméret gan̄t-hô ann holl dûd-a-vrézel, éz éjon̄t évit stourmi oud Ismahel, mâb Natanias ; hag hî a gavaz anézhan é-harz ann douréier brâz a zô é Gabaon.

13. Pa wélaz ann holl bobl a oa gan̄d Ismahel, Johanan hag holl brin̄sed ar vrézélidi a oa gan̄t-han̄, en em laouénéchon̄t.

14. Hag ann holl bobl en dôa kaset Ismahel eûz a Vaafat, a zistrôaz, hag a iéaz da gavout Johanan, mab Karée.

15. Hôgen Ismahel, mâb Natanias, a déc’haz gan̄t dék dén a zirâk Johanan, hag en em dennaz étrézé bugalé Ammon.

16. Johanan, mab Karée, hag holl brin̄sed ar vrézélidi a oa gan̄t-hañ, a géméraz éta ann dilerc’h eûz ar bobl, en dôa kaset gan̄t-han̄ Ismahel, mâb Natanias, eûz a Vasfat, goudé m’en dôa lazet Godolias, mâb Ahikam ; ar vrézélidi tûd kalounek, hag ar gragez, hag ar vugalé, hag ar spazéien, en dôa digaset eûz a C’habaon.

17. Hag hî a iéaz, hag a arzaôaz eunn nébeûd é C’hamaam, a zô tôst da Vétléhem, abarz ma en em lakajen̄t enn hen̄t évid mon̄d enn Éjipt,

18. Ha tec’houd diouc’h ar C’haldéed ; râg hî hô dôa aoun ra-z-hô, ô véza m’én dôa Ismahel, mâb Natanias, lazet Godolias, mâb Abikam, da béhini en dôa roué Babilon rôet ar galloud war vrô Juda.


————


XLII. PENNAD


Ar Iuzévien a béd Jérémias da c’houlenn ali digan̄d ann Aotrou.


1. Neûzé holl brin̄sed ar vrézélidi, ha Johanan, mâb Karéé, ha Jézonias, mâb Osaias, hag ar ré eûz ar bobl adaleg ar vihana bétég ar vrasa, a dôstaaz,

2. Hag a lavaraz da Jérémias ar profed : Sélaou hon erbéd ; ha péd évid-omp ann Aotrou, da Zoué, hag évid ann dilerc’h-man̄ ; râg eûz a galz omp deûet da nébeût, ével ma her gwélez gan̄d da zaoulagad da-unan :

3. Évit ma rôiô da anaout d’é-omp ann Aotrou, da Zoué, ann hen̄t dré béhini é tléomp kerzout, hag ar péz a dléomp da ôber.