Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
levr ar profed jérémias.

23. Dré-zé, ô véza ma hoc’h eûz gréat sakrifisou d’ann idolou, ma hoc’h eûz péc’het a-éneb ann Aotrou, n’hoc’h eûz két sélaouet hé vouéz, ha n’hoc’h eûz két baléet enn hé lézen, enn hé gémennou hag enn hé désténiou : dré zé eo c’hoarvézet ann droug-zé d’é-hoc’h, ével ma c’hoarvez hiriô.

24. Hôgen Jérémias a lavaraz d’ann holl bobl ha d’ann holl verc’hed : Sélaouit gér ann Aotrou, c’houi holl dûd Juda a zô é brô ann Éjipt.

25. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : C’houi hag hô kragez hoc’h eûz komzet, hag hô taouarn hô deûz sévénet gériou hô kenou, ô lavarout : Sévénomp ar gwéstlou hon eûz gréat ; gréomp sakrifisou da rouanez ann én̄v, ha kennigomp gwéstlou d’ézhi ; sévénet eo bét hô kwéstlou gan-é-hoc’h, ha startéet in̄t bet gan̄d oc’h ôberiou.

26. Râk-sé sélaouit gér ann Aotrou, holl Juda, péré a choum é brô ann Éjipt : chétu mé em eûz touet dré va hanô brâz, émé ann Aotrou, pénaoz na vézô mui galvet va hanô gan̄t génou dén iuzéô é-béd é holl vrô ann Éjipt, ô lavarout : Béô eo ann Aotrou.

27. Chétu mé a véḻô war-n-hoc’h enn drouk, ha nann er mâd : hag holl dûd Juda péré a zô enn Éjipt, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez, kén na vézin̄t dispennet holl.

28. Hag ar ré a déc’hô diouc’h ar c’hlézé, hag a zistrôiô eûz a vrô ann Éjipt da vrô Juda, a vézô dibaot ; hag holl zilerc’h Juda, a zô éat é brô ann Éjipt évit choum énô, a wézô péhini a vézô sévénet, pé va gér, pé hô hini.

29. Ha chétu ann arouéz a rôann d’é-hoc’h, émé ann Aotrou, pénaoz éc’h emwélinn ac’hanoc’h el léac’h-zé ; évit ma wiot pénaoz é vézô sévénet enn droug ar gériou em eûz diouganet enn hoc’h énep.

30. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai Faraon Éfréé étré daouarn hé énébourien, étré daouarn ar ré a glask hé vuez ; ével ma em eûz lékéat Sédésias, roué Juda, étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon, hé énébour, péhini a glaské hé vuez.


————


XLV. PENNAD


Diougan diwar-benn Baruc’h.


1. Gér a lavaraz Jérémias ar profed da Varuc’h, mâb Nérias, goudé m’en dôé skrivet ar gériou-zé eûz a c’hénou Jérémias enn eul levr, er pévaré bloaz eûz a Joakim, mab Josias, roué Juda, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel ouz-id, Baruc’h :

3. Té éc’h eûz lavaret : Gwâ mé a zô reûzeûdik, râg ann Aotrou en deûz digaset d’in gloaz war c’hloaz ; skuiz ounn bét ô keina, ha n’em eûz két kavet a éhan.

4. Ével-henn é liviri d’ézhan̄, émé ann Aotrou : Chétu mé a ziskarô ar ré em eûz savet ; ha mé a zic’hrisiennô ar ré em eûz plan̄tet, hag é kollinn ann holl zouar-man̄.

5. Ha té a glaskfé eunn dra-bennâg a vrâz évid-od ? Na glask két : râk chétu mé a zigasô drouk ann holl gîk, émé ann Aotrou ; ha mé a zavétei da vuez, é pé léac’h-bennâg m’az î.


————


XLVI. PENNAD


Diwar-benn disman̄tr ann Éjipt gan̄t Nabukodonosor.


1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias ar profed a-éneb ar brôadou,

2. A éneb ann Éjipt, a éneb armé Faraon-Nec’has, a oa out ster Eufratez é C’harkamis, a oé dispennet gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, er pévaré bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda.

3. Aozit hô skoédou hag hô tirennou, ha kerzit d’ar brézel.

4. Sternit ar c’hézek ; ha piñit war varc’h, marc’heien ; likiit hô tokou-houarn, likiid da lugerni hô kwafiou, gwiskit hoc’h harnézou.