Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
levr ar profed isaias.

anézhan̄, hag a-énep pobl va frouden é kémenninn d’ézhan̄ mon̄t, évit ma tibourc’hô anézhan̄, ma preizô anézhan̄, ha ma flastrô anézhan̄ dindân hé dreid ével fan̄k ar ruiou.

7. Hôgen hén̄ na brédériô két kémen̄t-sé, né kéd hen-nez a vézô ménoz hé spéred ; hé galoun na c’hoan̄tai némed ar gwastérez, néméd al lazérez eûz a galz a vrôadou.

8. Râg hén̄ a lavarô :

9. Va frin̄sed ha n’in̄t-hi két ken-aliez a rouéed ? Ha né két Kalan ével C’harkamis, hag Émat ével Arfad ? Ha né két Samari ével Damas ?

10. Ével ma en deûz skrapet va dourn rouan̄télésiou ann idolou, ével-sé é skrapinn ar skeûdennou a azeûleur é Jéruzalem hag é Samari.

11. Ha na hellinn-mé két ôber é-kén̄ver Jéruzalem hag hé skeudennou, ével ma em euz gréat é kén̄ver Samari hag hé idolou ?

12. Chétu pétrâ a c’hoarvézô : Pa en dévézô ann Aotrou sévénet hé holl ôberiou war vénez Sion, hag é Jéruzalem, é emwélinn frouez kaloun balc’h ar roué Assur, ha gloar uc’helded hé zaoulagad.

13. Râk lavaret en deûz : Gan̄t nerz va dourn em eûz hé c’hréat, ha gan̄t va furnez em eûz hé boellet ; harzou ar boblou em eûz tennet, hô frin̄sed em eûz dibourc’het, hag ével eunn dén galloudék em eûz diframmet ar rouéed diwar hô zrônou.

14. Ha va dourn en deûz kavet ével eunn neiz ar ré gréva eûz ar boblou ; hag ével ma tastenneur ar viou a zô bét dilézet, ével-sé em euz strollet ann douar holl ; ha dén n’en deûz fin̄vet hé askel, na digoret hé c’hénou, na lavaret gér.

15. Ha fougéa a râ ar vouc’hal a-éneb ann hini a drouc’h gan̄t-hi ? Ha dispac’ha a râ ann hesken oud ann hini a zach anézhi ? Ével ma zavché ar wialen a-éneb ann hini a zâv anézhi, ha ma tispac’hché ar vâz, pétrâ-bennâg n’eo néméd eunn tamm koat.

16. Râk-sé ann tréc’her, Aotrou ann arméou, a gasô ann treûdder é-touez hé ré lard ; ha dindân hé c’hloar é krogô eunn tân ével eunn tân-gwall.

17. Goulou Israel a vézô enn tân, hag hé Zan̄t er flamm ; hag enn hévélep deiz é vézô tanet ha losket spern ha dréz Assur.

18. Gloar hé goajou, hag hé barkou c’houék a vézô bévézet, adaleg ann éné bétég ar c’horf ; hag hén̄ hé-unan a dec’hô spoun̄tet-brâz ;

19. Hag ar gwéz a vézô choumet enn hé goajou a vézô éaz hô nivéri, ken nébeûd a vézô anézhô ; eur bugel a hellô skriva ann niver anézhô.

20. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé : Ar ré a vézô choumet eûz a Israel, hag ar ré eûz a dî Jakob a vézô tec’het, n’en em harpin̄t mui war ann hini a skôé war-n-ézhô ; hôgen en em harpa a rain̄t war ann Aotrou, san̄t Israel, gan̄t gwirionez.

21. Ann dilerc’h a zistrôi, dilerc’h Jakob, émé-vé, étrézég ann Doué kré.

22 Râg ha pa vé da bobl, ô Israel, ker paot ha tréaz ar môr, ann dilerc’h anézhô a zistrôi ; ann dilerc’h bihan-zé a skuḻô gan̄t founder ar reizded.

23. Râg ann Aotrou, Doué ann arméou, a rai eunn disman̄tr hag eur c’hrennadur brâz é-kreiz ann holl zouar.

24. Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann arméou : Va fobl péhini a choum é Sion, n’az péz két a aoun râg Assur ; gan̄d eur wialen é skôi war-n-od, hag hé vâz a zavô war-n-od war hen̄t ann Éjipt.

25. Hôgen c’hoaz eunn nébeût, c’hoaz eunn nébeûdik, ha va buanégez ha va frouden a gastizô anézhô enn abek d’hô gwallou.

26. Hag Aotrou ann arméou a zavô war-n-ézhan̄ hé skourjez, ével ma skôaz gwéchall gan̄t Madian é-tâl méan Oreb, hag ével ma savaz hé walen war ar môr, é savô ivé anézhi war hen̄t ann Éjipt.

27. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé : Tennet é vézô hé véac’h diwar da ziskoaz, hag hé iéô diwar da c’houzouk, hag ar iéô-zé a vreinô gan̄d ann éôl.

28. Don̄d a rai da Aiat, dré Vagron é tréménô ; hé bakadou a lézô é Mac’hmas.

29. Enn eur réd é tréménin̄t, é