bét dizouget er-méaz : rak-sé eo choumet hé vlâz gan̄t-han̄, ha ne két bét névézet hé c’houés.
12. Râk-sé chétu é teû ann déisiou, émé ann Aotrou, ma kasinn d’ézhan̄ tûd a zireizô hag a fennô hé bôdou ; hé ziskara a rain̄t hé-unan ; goullô a rain̄t hé listri, hag é torrin̄t hé bôdou.
13. Ha Moab a vézô mézékéet gan̄t Kamos, ével ma eo bét mézékéet tî Israel gan̄t Béthel, é péhini en dôa lékéat hé fisian̄s.
14. Pénaoz é livirit-hu : kré omp, ha tûd kalounek évid ar brézel ?
15. Gwastet eo bét Moab, hag hé gériou a zô bét dévet ; hag ann dilenn eûz hé dûd-iaouan̄k a zô bét lazet, émé ar roué, en deûz da hanô Aotrou ann arméou.
16. Tôst eo dispennadur Moab da zon̄t ; ha buhan é teûi hé zrouk.
17. Fréalzit-hén̄, c’houi holl péré a zô war hé drô, c’houi holl péré a anavez hé hanô, livirit : Pénaoz eo bét torret ar walen gré, ar vâz a c’hloar ?
18. Diskenn eûz da c’hloar, hag azez war ar zec’hed, merc’h a choum é Dibon : râg ann hini en deûz gwastet Moab a biñ enn-od, hag a ziskarô da gériou kré.
19. En em zalc’h war ann hen̄t, ha sell, merc’h a choum é Aroer : grâ goulennou oud ann hini a dec’h, ha lavar d’ann hini a ia-kuît : Pétrâ a zô c’hoarvézet ?
20. Mézékéet eo Moab, ô véza ma eo bét tréc’het ; iudit, ha garmit : embannit é Arnou pénaoz eo bét gwastet Moab.
21. Hag ar varn a zô deûet war ar mésiou ; war Hélon, ha war Jasa, ha war Méfaat,
22. Ha war Zibon, ha war Nabo, ha war dî Déblataim,
23. Ha war Gariataim, ha war Vetgamul, ha war Vetmaou,
24. Ha war Gariot, ha war Vosra, ha war gériou brô Moab, a bell hag a dôst.
25. Korn Moab a zô bét torret, hag hé vréac’h a zô bét brévet, émé ann Aotrou.
26. Mezvit-hén̄, ô véza ma eo savet a-éneb ann Aotrou. Saotra a rai dourn Moab enn hé zisloun̄k, hag hén̄ a zeûi da c’hoapérez.
27. Râg goab éc’h eûz gréat eûz a Israel, ével pa vé bét kavet é-touez al laéroun : enn-abek d’ar péz éc’h eûz lavaret enn hé énep, é vézi kaset é sklavérez.
28. Kuitait ar c’hériou, ha choumit é-touez ar réc’hier, tûd Moab ; ha bézit ével ar goulm a râ hé neiz enn toullou ar ré uc’héla.
29. Klevet hon eûz rogen̄tez Moab : gwall rok eo : hé uc’helded, hé rogoni, hag hé valc’hder, hag herder hé galoun.
30. Hé vugad a anavézann, émé ann Aotrou : ha pénaoz né két kévatal hé nerz d’hé vugad, ha ma eo bét hé striv enn tû all d’hé c’halloud.
31. Râk-sé é wélinn war Voab, hag é c’harminn étrézé Moab holl, hag é keininn gan̄d ann dûd a choum enn da vuriou brikennou.
32. Mé a wélô war-n-od, gwinien Sabama, ével ma em eûz gwelet war Jazer ; da greskou hô deûz treûzet ar môr, bété môr Jazer in̄d deûet ; war da védérez, ha war da ven̄dem eo en em stlapet ar preizer.
33. Al lévénez hag al lîd a zô bét kaset-kuît eûz ar c’hompézennou druz, hag eûz a vrô, Moab ; miret em eûz na rédché ar gwîn er gwaskoliou ; ar ré a waské ar rézin na ganin̄t mui hô c’hanaouen.
34. Eûz a Hésébon bétég Éléalé ha Jasa, hô deûz garmet gan̄d eur vouéz gré, hag eûz a Zégor bétég Oronaim, ével eunn ounner tri-vloaz ; douréier Nemrim a zeûi ivé da véza fall.
35. Ha mé a gasô kuît eûz a Voab, émé ann Aotrou, ann hini a réa hé gennigou war al lec’hiou uc’hel, hag ann hini a réa sakrifisou d’hé zouéed.
36. Râk-sé va c’haloun a huanadô étrézé Moab ével eur zutel ; va c’haloun a huanadô étrézé tûd hé muriou brikennou ével eur zutel ; ô véza ma hô deûz gréat enn tû all d’hô galloud, in̄t bét kollet.
37. Râk pép penn a vézô moal, ha péb barô a vézô touzet ; pép dourn a vézô éréet, ha war bép kein é vézô eur zaé-reûn.