Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
levr ar profed jérémias.

38. War holl dôennou Moab, hag enn hé leuriou-kéar na vézô némét gwélvan : râk brévet eo Moab gan-én̄ ével eul léstr didalvez, émé ann Aotrou.

39. Pénaoz eo bét trec’het-hi hag é deûz iudet ? Pénaoz é deûz Moab soublet hé fenn, hag eo mézékéet ? Ha Moab a vézô da c’hoapérez, ha da skouér évid ar ré holl a zô war hé zrô.

40. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu é nichô ével eunn er, hag é lédô hé ziou-askel étrézé Moab.

41. Kéméret eo Kariot, ha kéméret eo hé c’hréou ; ha kaloun ar ré gréva eûz a Voab a vézô enn deiz-zé ével kaloun eur c’hrég é gwilioud.

42. Ha Moab a éhanô da véza eur bobl ; ô véza ma eo en em vugadet a-éneb ann Aotrou.

43. Ar spoun̄t, ar poull, hag al lindâg a zô savet war-n-od, ô dén Moab, émé ann Aotrou.

44. Néb a déc’hô diouc’h ar spoun̄t a gouézô er poull ; ha néb a zavô eûz ar poull, a vézô paket el lindâg ; râk mé a zigasô war Voab bloaz hô emwel, émé ann Aotrou.

45. Ar ré a déc’hé diouc’h al lindâg a zô arzaôet é skeûd Hesébon ; hôgen ann tân a zô deûet er-méaz eûz a Hesébon, hag ar flamm eûz a greiz Séon, hag en deûz loun̄ket lôd eûz a Voab, ha kern bugalé ann dispac’h.

46. Gwâ té, Moab ; kollet oud, pobl Kamos ; râk da vipien ha da verc’hed a zô bét kaset é sklavérez.

47. Hôgen mé a zigasô Moab eûz ar sklavérez enn deisiou divéza, émé ann Aotrou. Bétég aman̄ éma barn Moab.


————


XLIX. PENNAD


Diougan a-eneb Ammon, ann Iduméa, Damas, ha ré all.


1. Diwar-benn bugalé Ammon. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Hag Israel n’en deûs-hén̄ két a vugalé ? Pé n’en deûs-hén̄ két a héred ? Pérâg éta en deûs-hén̄ Melkom perc’hennet Gal ével hé zigwéz ; ha ma eo éat hé bobl da choum enn hé gériou ?

2. Râk-sé chétu é teui deisiou, émé ann Aotrou, é péré é likiinn da glévout trouz brézel war Rabbat da vugalé Ammon, hag hî a zeûi da eur bern mein, hag hé merc’hed a vézô dévet gan̄t ann tân, hag Israel a zeûi da vestr d’ar ré hô dôa hé vestroniet, émé ann Aotrou.

3. Iûd, Hesébon, ô véza ma eo bét gwastet Hai : garmit, merc’hed Rabbat, likiit séier-reûn da c’houriz : gwélit ha rédit enn-drô d’ar c’haéou ; ô véza ma vézô kaset Melkom é sklavérez, ha gan̄t-han̄ hé véléien hag hé brin̄sed.

4. Pérâg é fougéez-té gan̄d da draon̄iennou ? Divéret eo da draon̄ien, merc’h kizidik, té péhini en em fisié enn da den̄zoriou, hag a lavaré : Piou a zeûi étrézég enn-oun ?

5. Chétu mé a zigasô ar spoun̄t war-n-od, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, râg ar ré holl a zô war da drô ; ha c’houi a vézô skiñet pép-hini enn hé dû ; ha na vézô dén évit strolla ar ré a déc’hô.

6. Ha goudé-zé é likiinn bugalé Ammon da zistrei eûz ar sklavérez, émé ann Aotrou.

7. Diwar-benn ann Iduméa. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Ha n’eûz mui a furnez é Téman ? Diguzul eo hé vugalé, didalvez eo hô furnez.

8. Tec’hit ha trôit hô kein ; diskennit é gwéled ann douar, tûd Dédan ; râk digaset em eûz war Ésaü deiz hé goll, deiz he emwél.

9. Ma vijé deûet ben̄demourien étrézég enn-od, ha n’hô dévijé két lézet d’id eur bod-rézin-bennâg ? Ma vijé deûet laéroun enn nôz, ha n’hô devijé két kéméret ar péz hô dévijé kavet mâd ?

10. Hôgen mé em eûz dizôlôet Ézaü, hag em eûz diskouézet ar péz a guzé, ha na hellô mui hé guza ; hé wenn, hag hé vreûdeur, hag hé amézéien a vézô gwastet, ha na vézô mui.

11. Dilez da emzivaded : mé hô lakai da véva ; ha da in̄tañvézed a lakai hô fisian̄s enn-oun.