12. Savit ann arouéz war vuriou Babilon ; kreskit hé diwall. Savid diwallerien, aozit spiou ; râk mennet en deûz ann Aotrou, ha gréat en deûz kémen̄d en dôa diouganet a-énep tûd Babilon.
13. Té péhini a choum war ann douréier vrâz, hag éc’h eûz kémen̄d a den̄zoriou, da zivez a zô deûet, c’hoarvézet eo da zispennadur.
14. Aotrou ann arméou en deûz touet dré-z-han̄ hé unan : Lakaad a rinn ann dûd da gouéza war-n-od ével biskouled ; hag hî en em laouénai oc’h da zispenna.
15. Hén̄ eo en deûz gréat ann douar gan̄d hé ners, en deûz aozet ar béd gan̄d hé furnez, hag en deûz lédet ann én̄vou gan̄d hé boell.
16. Diouc’h trouz hé vouéz, ann douréier en em zastum enn én̄v ; hén̄ a zastum ar c’hoabr eûz a benn ar béd, hag a laka ann arné da gouéza é glaô ; hén̄ a denn ann avel eûz hé den̄zoriou.
17. Diskian̄t eo pép dén gan̄d hé wiziégez ; mézégez ar c’hizeller eo ar skeûden, ô véza ma eo eunn dra c’haou ar péz en deûz kizellet, ha n’eûz két a éné enn-han̄.
18. Labouriou gwân in̄t, hag a laka da c’hoarzin ; é amzer ar wélédigez éz ain̄t-da-nétra.
19. Lôden Jakob né két hén̄vel oud ar ré-man̄ ; râg hén̄ eo en deûz gréat pép-trâ, hag Israel eo gwalen hé zigwéz : Aotrou ann arméou eo hé hanô.
20. Té eo ar morzol gan̄t péhini é vrévinn ann armou a vrézel ha gan-éz é vrévinn ar brôadou, ha gan-éz é tispenninn ar rouan̄télésiou.
21. Ha gan-éz é vrévinn ar marc’h hag ar marc’hék ; ha gan-éz é vrévinn ar c’harr hag ar c’harréner :
29. Ha gan-éz é vrévinn ann ozac’h hag ar c’hrég ; ha gan-éz é vrévinn ar c’hoziad hag ar bugel ; ha gan-éz é vrévinn ar paotr-iaouan̄k hag ar plac’h-iaouan̄k :
23. Ha gan-éz é vrévinn ar méser hag hé dropel ; ha gan-éz é vrévinn al labourer hag hé denn : ha gan-éz é vrévinn ar pennou-brô hag ar pennou-kéar.
24. Ha mé a zistolô da Vabilon ha da holl dûd ar C’haldéa ann holl zroug hô deûz gréat é Sion, dirâg hô taoulagad, émé ann Aotrou.
25. Chétu mé a ia d’az kavout, ménez bosennuz, émé ann Aotrou, té péhini a zaotr ann douar holl ; ha mé a astennô va dourn war-n-od, hag é tiframminn ac’hanod eûz a greiz ar réc’hier, hag é likiinn ac’hanod da eur ménez losk.
26. Ha na vézô két tennet ac’hanod a véan korn nag a véan diazez ; hôgen kollet é vézi da-vikenn, émé ann Aotrou.
27. Savid ar bannier war ann douar ; sonid ar c’horn-boud é-touez ar brôadou ; aozid ar brôadou enn hé éneb-hi ; galvid enn hé éneb rouéed Ararat, Menni hag Assénez, strollit Tafsar enn hé éneb-hi : digasid ar c’hézek ker paot hag ar biskouled blévek.
28. Aozid enn hé éneb-hi ar brôadou, rouéed ar Média, hé duged, hag hé holl bennou-brô, hag ann holl zouar dindân hé béli.
29. Hag ann douar a vézô kéflusket ha spoun̄tet : râk ménoz ann Aotrou a zavô a-éneb Babilon, évit lakaat brô Babilon da zistrô ha da léac’h didûd.
30. Ar ré gré eûz a Vabilon a zô en em dennet eûz ar stourm, er c’hériou kré in̄t choumet ; hô ners a zô éat-da-nétrâ, ével gragez in̄t deûet, hô ziez a zô bét losket, hô barrennou a zô bét torret.
31. Ar rédérien a ziarbennô ar rédérien, hag ar gannaded a ziarbennô ar gannaded, évit rei da anaout da roué Babilon, pénaoz eo kéméret hé géar eûz ann eil benn d’égilé,
32. Pénaoz eo bét skrapet ar gwéviou, ha lékéât ann tân er gwerniou ; ha pénaoz ar vrézélidi a zô saouzanet.
33. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Merc’h Babilon a zô ével eul leûr : deûed eo ann amzer d’hé mac’ha ; eunn nébeût c’hoaz, hag é teûi amzer hé médérez.
34. Nabukodonosor, roué Babilon, en deûz va gwastet, en deûz va débret ; va lékeat en deûz ével eul léstr