Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
levr ar profed jérémias.

ha na zihunin̄t két, émé ar roué en deûz da hanô Aotrou ann arméou.

58. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Muriou lédan Babilon a vézô diskaret bétég hô diazez : hag hô fersier ken uc’hel a vézô dévet ; hag ôberiou kémen̄d all a boblou hag a vrôadou a vézô kaset-da-gét, ha dévet, ha bévézet.

59. Gér a c’hourc’hémennaz Jérémias ar profed, da Zaraias, mâb Nérias, mâb Maasias, p’az éa gan̄t Sédésias, roué Juda, da Vabilon, er pévaré bloaz eûz hé rén ; hôgen Saraias a oa unan eûz ar ré gen̄ta eûz ar proféded.

60. Ha Jérémias a skrivaz enn eul levr ann holl zroug a dlié da c’hoarvézout war Vabilon ; kémen̄d a oa bét skrivet a-éneb Babilon.

61. Ha Jérémias a lavaraz da Zaraias : Pa vézi deûet da Vabilon, hag ez pézô gwélet, hag ez pézô lennet ann holl c’hériou-man̄,

62. É liviri : Té, Aotrou, eo éc’h eûz komzet oud al léac’h-man̄ évid hé zispenna ; évit na choumô enn-han̄ na dén ha loen, ha ma teûi da eunn distrô peûr-baduz.

63. Ha p’az pézo peûr-lennet al levr-man̄, é stagi out-han̄ eur méan, hag é taoli anézhan̄ é-kreiz ann Eufratez.

64. Hag é liviri : Ével-sé é vézô gwélédet Babilon, ha na zavô mui a zindân ann an̄ken a zigasinn war-n-ézhi ; hag hi a vézô kaset-da-gét. Bétég-henn éma gériou Jérémias.


————


LII. PENNAD


Jéruzalem a zô grounnet ha kéméret gan̄t Nabukodonosor.


1. Sédésias en dôa eur bloaz war-n-ugen̄t pa zeûaz da réni ; hag unnék vloaz é rénaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Amital, merc’h Jérémias, eûz a Lobna.

2. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, é kémen̄d ha m’en dôa gréat Joakim,

3. O véza ma oa frouden ann Aotrou war Jéruzalem ha war Juda, kén n’en dévijé hô distolet a zira-z-han̄ : ha Sédésias en em zavaz a-énep roué Babilon.

4. Hôgen enn naved bloaz eûz hé rén, enn dékved mîz, enn dékvez deiz eûz ar mîz, chétu pétrâ a c’hoarvézaz : Nabukodonosor, roué Babilon, hén̄ hag hé holl armé, a zeûaz a-énep Jéruzalem ; hag hî a c’hrounnaz anézhi, hag a zavaz kestel war hé zrô.

5. Hag ar géar a oé grounnet bétég ann unnékved bloaz eûz a rén Sédésias.

6. Hôgen er pévaré mîz, enn naved deiz eûz ar mîz, é krôgaz ann naounégez é kéar ; ha na oa mui a voéd évit tûd ar vrô.

7. Ha pa oé gréat eunn difreûz é kéar, ann holl vrézélidi a déc’haz, hag a iéaz er-méaz eûz a géar a-zoug ann nôz, dré hen̄t ar porz a zô étré diou vur, hag a gâs da c’harz ar roué (râg ar C’haldéed a c’hrounné kéar trô-war-drô) ; hag hî a iéaz-kuît dré ann hen̄t a gâs d’ann distrô.

8. Hôgen armé ar C’haldéed a iéaz war-lerc’h ar roué ; hag hî a bakaz Sédésias enn distrô a zô war harz Jériko ; hag ar ré holl a oa gan̄t-han̄ a déc’haz diout-han̄.

9. Goudé m’hô dôé kéméret ar roué, é kaschon̄t anézhan̄ da roué Babilon, é Réblata a zô é brô Émat, hag hén̄ a varnaz anézhan̄.

10. Ha roué Babilon a lékéaz laza mipien Sédésias dira-z-han̄ ; lakaad a réaz ivé laza holl brin̄sed Juda é Réblata.

11. Hag hén̄ a dennaz hé zaoulagad da Zédésias, hag a chadennas anézhan̄ : ha roué Babilon hér c’hasaz da Vabilon, hag hel lékéaz enn eur vac’h bété deiz hé varô.

12. Hôgen enn naon̄tékved bloaz eûz a rén Nabukodonosor, roué Babilon, er pempved mîz, enn dékved deiz eûz ar mîz, é teûaz Nabuzardan, prin̄s ann armé, péhini a c’hourc’hémenné é Jéruzalem dré urs roué Babilon.

13. Hag hén̄ a zévaz tî ann Aotrou, ha tî ar roué, hag holl diez Jéruzalem, hag ann holl diez vrâz.