14. Hag holl armé ar C’haldéed a oa gan̄t prin̄s ar vrézélidi, a ziskaraz ann holl vuriou a oa trô-war-drô Jéruzalem.
15. Neûzé Nabuzardan, prin̄s ann armé, a zizougaz da Vabilon ar ré baoura eûz ar bobl a oa choumet é kéar, hag ar ré a oa bét tec’het étrézé roué Babilon, hag ann dilerc’h eûz ar bobl.
16. Hôgen Nabuzardan, prin̄s ann armé, a lézaz eûz ar ré baoura eûz ar vrô ar winiennérien hag ar c’hounideien.
17. Ar C’haldéed a dorraz ivé ar peuliou arem a ioa é tî ann Aotrou, hag ar steudennou, hag ar môr arem, a ioa é tî ann Aotrou ; hag hî a gasaz ann holl arém-zé da Vabilon.
18. Kâs a réjon̄t ivé ar pôdou, hag ar feriérigou, hag al lirennou, hag ar fiolennou, hag al listri-brév, hag ann holl listri arem a ioa évid ar zervich.
19. Prin̄s ann armé a géméraz ivé ar pôdou-dour, hag ann ézan̄souérou, hag ar pilligou, hag ar c’haotériou, hag ar gan̄tolériou, hag al listri brév, hag ann tasou, lôd enn aour ha lôd enn arc’han̄t :
20. Hag ann daou beûl, hag ar môr, hag ann daouzék éjenn a oa da zô1 d’ézhan̄, péré en dôa gréat ar roué Salomon évit tî ann Aotrou ; na ouzeûr két ar poéz eûz a arem ann holl listri-zé.
21. Unan eûz ar peûliou-zé en dôa triouec’h ilinad a uc’helder ; eur rizen a zaouzég ilinad a oa war hé drô ; ann tevder anézhan̄ a oa eûz a bévar meûtad ; hag ann diabarz a oa goullo.
22. Pép peûl en dôa eur penn arem. Penn unan anézhô en dôa pemb ilinad a uc’helder ; ha rouéjou, hag avalou-granad a c’hôlôé anézhan̄ trô-war-drô, hag hî holl enn arem. Hag ann eil beûl a oa héñvel, hag hé avalou-granad ivé.
23. C’houézeg aval-granad ha pévar-ugen̄t a oa a-ispiḻ ; kan̄t aval-granad a ioa enn-holl, hag hî strôbet gan̄d eur roued.
24. Priñs ann armé a géméraz Saraias, ar bélék-brâz, ha Sofonias, ann eil-vélek, hag ann trî diwaller eûz ar porched ;
25. Kéméroud a réaz c’hoaz eûz a géar eur spâz, péhini a oa da benn war ar vrézélidi ; ha seiz dén eûz ar ré a oa bépréd dirâg ar roué hag a oé kavet é kéar ; ha skrivañer-brâz ann armé, péhini a reizé ar soudardez névez ; ha tri-ugen̄t dén eûz a bobl ar vrô, hag a oé kavet é-kreiz ar géar.
26. Nabuzardan, prin̄s ann armé, a géméraz ar ré-man̄, hag hô c’hasaz étrézé roué Babilon é Réblata.
27. Ha roué Babilon a skôaz gan̄t-hô, hag hô lazaz é Réblata e brô Émat : ha Juda a oé dizouget er-méaz eûz hé vrô.
28. Chétu aman̄ ar bobl a zizougaz Nabukodonosor. Er seizved bloaz, tri mil tri war-n-ugen̄t Iuzéô :
29. Enn triouc’hved bloaz eûz a Nabukodonosor, hen̄ a zizougaz eûz a Jéruzalem eiz kan̄t daou ha trégon̄t dén :
30. Enn trédé bloaz war-n-ugen̄t eûz a Nabukodonosor, Nabuzardan, prin̄s ann armé, a zizougaz seiz kan̄t pemp ha daou-ugen̄t Iuzéô ; hag ann dûd holl a oé éta eûz a bévar mil c’houec’h kan̄t.
31. Hôgen er seizved bloaz ha trégon̄t goudé ma oa bét dizouget Joac’hin, roué Juda, enn daouzékved mîz, er pémpved deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz, Évilmérodac’h, roué Babilon, er bloaz ken̄ta eûz hé rén, a assavaz penn Joac’hin, roué Juda, hag a dennaz anézhan̄ eûz a dî ar vâc’h.
32. Hag hen̄ a gomzaz ervâd out-han̄, hag a zavaz hé drôn dreist tronou ar rouéed a oa gan̄t-han̄ é Babilon.
33. Hag hen̄ a névézaz ann diḻad en dôa er vâc’h, hag é lékéaz anézhan̄ da zibri hé voed dira-z-han̄ é holl zeisiou hé vuez.
34. Roué Babilon a reizaz ar péz a vijé rôet d’ézhan̄ évid hé voéd ha da-vikenn ; hag é oé rôet bétég hé varô, é holl zeisiou hé vuez.