Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/132

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
keinvanou jérémias.

ha n’é deûz két bét a goun eûz hé divez ; gwall zistéréet eo bét, ha dén n’en deûz hé dizoaniet. Arvest, Aotrou, va glac’har, râg uc’héléet eo ann énébour.

IOD.

10. Ann énébour en deûz lékéat hé zourn war ar péz é dôa a wella : ô véza ma é deûz gwélet ô ton̄d enn hé san̄tuar, brôadou éz pôa gourc’hémennet n’az ajen̄t két enn da strollad.

CAPH.

11. Hé fobl holl a hirvoud hag a glask hé vara ; rôet hô deûz kémen̄d hô dôa a wella, évid ar boéd hô dôa ézomm. Gwél, Aotrou, hag arvest, pégen dister ounn deûet da véza.

LAMED.

12. O c’houi holl, péré a drémen dré ann hen̄t, arvestit ha gwélit hag éz eûz eur c’hlac’har hén̄vel out va glac’har ; ô véza m’en deûz ann Aotrou va ven̄dachet, ével ma en deûz lavaret é deiz hé frouden.

MEM.

13. Eûz ann néac’h en deûz kaset tân em eskern, hag en deûz va c’hastizet : rouéjou en deûz steñet out va zreid, hag en deûz va lékéat da gouéza a-c’houen ; va lékéat en deûz da veza trist ha glac’haret héd ann deiz.

NUN.

14. Géô va fallagriézou é deûz va mac’het ; ével chadennou in̄t deûet enn he zourn, hag hô lékéat en deûz war va chouk ; dislébéret eo bét va ners ; va lékéat en deûz ann Aotrou enn eunn dourn a béhini na hellinn két en em denna.

SAMECH.

15. Ann Aotrou en deûz tennet eûz va c’hreiz ann holl ré vraz : galvet en deûz em énep ann amzer, é péhini é tlié brévi va ré zilennet. Ann Aotrou en deûz gwasket hé-unan ar waskel évid ar plac’h-iaouan̄k, merc’h Juda.

AÏN.

16. Râk-sé é wélann, hag é skûḻ daérou va lagad ; râg ann hini a dlié va dizoania ha rei eur vuez névez d’in, a zô éat pell diouz-in ; va bugalé a zô en em gollet, ô véza ma eo deûet va énébour tréac’h d’in.

PHE.

17. Sion é deûz astennet hé daouarn, ha dén n’en deûz hé dizoaniet ; ann Aotrou en deûz gourc’hémennet da énébourien Jakob, ma teujen̄t out-han̄ a bép tû ; Jéruzalem a zô deûet enn hô zouez ével eur c’hrég saotret gan̄d hé misiou.

SADE.

18. Reiz eo ann Aotrou, râk didennet em eûz hé frouden ô tizen̄ti oud hé c’hér. Sélaouit, mé hô péd, holl boblou, ha gwélit va glac’har ; va flac’hed-iaouan̄k, ha va faotred-iaouan̄k a zô bét kaset é sklavérez.

COPH.

19. Va miñouned em eûz galvet, hag hî hô deûz va zouellet : va béléien ha va zûd-kôz a zô bét bévézet er géar, en̄dra ma klasken̄t boéd évit kennerza hô buez.

RES.

20. Gwél, Aotrou, péger glac’haret ounn ; kéflusket eo va bouzellou ; direizet eo va c’haloun enn-oun, ô véza ma ounn leûn a c’houervder ; ar c’hlézé a lâz er-méaz, ha skeûden ar marô a zô enn tî.

SIN.

21. Klévet hô deûz pénaoz ec’h hirvoudenn, ha dén n’en deûz va dizoaniet ; va holl énébourien hô deûz klévet méneg eûz va reûz, hag hî a zô en em laouénéet, ô véza ma eo té éc’h eûz hé gréat. Hôgen pa zeûi deiz va dizoan, hî a zeûiô hen̄vel ouz-in.

THAU.

22. Ra zeûi hô holl zrougiez dira-z-od : ha ven̄dach-hi ével ma éc’h eûz va ven̄dachet enn-abek d’am fallagriézou holl : râk hirvoudi a rann kalz, ha glac’haret brâz eo va c’haloun.


————