Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/136

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
keinvanou jérémias.

en dévézô ivé truez ouz-omp hervez hé holl drugarézou.

CAPH.

33. Râk n’en deûz két vuéléet a-ioul, na distolet da-vikenn bugale ann dûd.

LAMED.

34. N’en deûz két mac’het dindân hé dreid holl boblou ann douar a zô é sklavérez.

LAMED.

35. Na zinac’h két ar varn d’ann dén a zô dirâg ann Uc’hel-meûrbéd.

LAMED.

36. Ann Aotrou na goll két eunn dén oc’h hé varna a-éneb ar reiz.

MEM.

37. Piou eo ann hini en deûz lavaret e vé gréat eunn dra, ma n’en deûz két hé c’hourc’hémennet ann Aotrou ?

MEM.

38. Ha na zeû két ann droug hag ar mâd eûz a c’hénou ann Uc’hel-meûrbéd ?

MEM.

39. Pérâg éc’h hiboud ann dén héd hé vuez, ann dén a c’houzan̄v enn abek d’hé béc’héjou ?

NUN.

40. C’houiliomp, hag en̄klaskomp hon hen̄chou, ha distrôomp étrézég ann Aotrou.

NUN.

41. Savomp hor c’halonou hag hon daouarn étrézég ann Aotrou war-zu ann én̄vou.

NUN.

42. Fallagriez hon eûz gréat, hag hon eûz digaset da vuanégez war-n-omp ; râk-sé oud deûet da véza didruez.

SAMECH.

43. En em guzet oud enn da frouden, hag éc’h eûz skôet war-n-omp ; hon lazet éc’h eûz, ha n’éc’h eûz ket hon espernet.

SAMECH.

44. Eur goabren éc’h eûz lékéat dira-z-od, évit na drémenché két hor peden.

SAMECH.

45. Va lékéat éc’h eûz é-kreiz ar boblou ével eul louzaouenn dic’hrisiennet ha distolet.

PHE.

46. Hon holl énébourien hô deûz digoret hô génou enn hon énep.

PHE.

47. Ann diougan a zô deûet da spoun̄t d’é-omp, da lindâg ha da zisman̄tr.

PHE.

48. Va lagad en deûz skuḻet froudou dour, ô welout disman̄tr merc’h va fobl.

AÏN.

49. Va lagad a zô bét glac’haret, ha n’eo két bét tavet, ô véza ne oa két a éhan :

AÏN.

50. Kén na zelché ha na wélché ann Aotrou eûz ann én̄vou.

AÏN.

51. Va lagad en deûz bévézet va éné ; enn abek da holl verc’hed va c’héar.

SADE.

52. Va énébourien héb abek hô deûz va c’héméret, ével eul labans er gwénaéri.

SADE.

53. Kouézet eo va buez er poull, hag hî hô deûz lékéat eur méan war-n-oun.

SADE.

54. Eur froud dour hô deûz taolet war va fenn : hag em eûz lavaret : Marô ounn.

COPH.

55. Da hanô em eûz galvet, ô Aotrou, eûz ar poull donna.

COPH.

56. Va mouéz éc’h eûz klevet ; na zistrô két da skouarn diouc’h va huanadou ha va garmou.

COPH.

57. Tôstéet oud bét enn deiz é pé-