eunn tan é Sion, péhini a zô bét bévézet bétég ann diazez anézhi.
12. Rouéed ann douar hag ar ré holl a choumé er béd, n’hô dévijé két krédet pénaoz énébourien Jéruzalem hag ar ré a gaséé anézhi, a vijé trémenet dré hé forsier ;
13. Enn abek da béc’héjou hé froféded, ha da fallagriézou hé béléien, péré hô deûz skuḻet enn hé c’hreiz goâd ann dûd reiz.
14. Kan̄tréet hô deûz ével tûd zall dré ar ruou, en em zaôtret in̄t er goâd ; ha pa na hellen̄t ket mirout, é saven̄t ho diḻad.
15. Téc’hit, tûd saotret, a lavaré ar ré all d’ezhô (T) ; tec’hit, ît-kuît, na stokit két ouz-omp : râg hî a zô en em ren̄daélet hag a zô bét strafiḻet ; lavaret hô deûz é-touez ar brôadou : Na choumô mui enn hô c’hreiz.
16. Dremm ann Aotrou en deûz hô skiñet, na zellô mui out-hô : n’hô deûz két bét a zoujan̄s évit ar véléien, nag a druez é-ken̄ver ar ré gôz.
17. Pa oamp c’hoaz enn eur bobl (M), hon daoulagad a zô bét skuiz ô c’hédal ken-nerz enn-aner, ô sellout-pîz oud eur vrôad ha na hellé két hon dieûbi.
18. Risklet hô deûz hor c’hamméjou ô kerzoud dré hor ruou : tostéet eo hon divez ; leûniet eo hon deisiou, râk deûet eo hon divez.
19. Buanoc’h eo bét hon heskinérien égét éred ann én̄v ; éat in̄t war hon lerc’h war ar ménésiou, lindagou hô deûz steñet d’é-omp enn distrô.
20. Spéred hor génou, ar C’hrist, (dilennus) ét paket enn abek (dilennus) g hon eûz lavaret (dilennus) skeûd é vévimp (dilennus)[1]
21. Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus : bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp ; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz.
22. Peûr-gastizet eo da fallagriez, merc’h Sion ; ann Aotrou n’az tizougô mui : amwéloud a rai da fallagriez, merc’h Édom ; dizolei a rai da béc’héjou.
1. Az péz koun, Aotrou, eûz ar péz a zô c’hoarvézet gan-é-omp : arvest ha gwél hon dismegan̄s.
2. Hon digwéz a zô trôet d’ar ré eûz a vrô all, hag hon tiez d’ann diavésidi.
3. Da emzivaded omp deûet hép tâd, ével in̄tan̄vézed eo hor mammou.
4. Hon dour a évemp gan̄t arc’han̄t ; kér é paéemp hor c’heûneûd.
5. Béc’hiet eo bét hor chouk, hép rei éhan d’ar ré a ioa skuiz.
6. Ann dourn hon eûz rôet d’ann Éjiptianed ha d’ann Assiried, évit kaout hor gwalc’h a vara.
7. Hon tadou hô deûz péc’het, ha n’in̄t mui ; ha nî a zoug poan hô fallagriézou.
8. Sklaved hô deûz aotrouniet war-n-omp : ha n’eûz bét dén évid hon dieûbi eûz hô daouarn.
9. Mon̄d a réomp da glask bara évid-omp, dirâg ar c’hlézé, é gwall hor buez, enn distrô.
10. Hor c’hroc’hen a zô deûet du ével eur fourn, gan̄d garvder ann naoun.
11. Gwallet hô deûz ar c’hragez é Sion, hag ar plac’hed-iaouan̄k e keriou Juda.
12. Ar brin̄sed hô deûz krouget
- ↑ Ar Bibl Santel (Gwilh ar C’hoad) : An hini a rea deomp dialani, eoliet an Aotrou, a zo bet kemeret en ho foullou ; hen a behini e lavaremp : Ni a vevo dindan e skeud en-touez ar broadou.