1. Chétu gériou al levr a skrivaz Baruc’h, mâb Nérias, mâb Maasias, mâb Sédésias, mâb Sédei, mâb Helsias, pa édo é Babilon.
2. Ér pempved bloaz, er miz ken̄ta, er seizved deiz eûz ar mîz, enn amzer ma oé kéméret Jéruzalem gan̄d ar C’haldéed, ha ma lékéjon̄t ann tân enn-hi,
3. Baruc’h a lennaz gériou al levr-zé dirâk Jéc’honias, mâb Joakim, roué Juda, ha dirâg ann holl bobl a zeûé da zélaoui lenna al levr-zé,
4. Ha dirâg ar ré vrâz, ha mipien ar rouéed, ha dirâg ann hénaoured, ha dirâg ar bobl, adaleg ar bihana bétég ar brasa, eûz ar ré holl a choumé e Babilon, é-tâl ster Sodi.
5. Hag ar ré hé glevé a wélé, a iuné, hag a bédé dirâg ann Aotrou.
6. Arc’han̄t a zastumchon̄t, hervez ma hellaz pép-hini anézhô hé ôber ;
7. Hag é kaschon̄t anézhan̄ da Jéruzalem da Joakim ar Bélek-brâz, mâb Salom, ha d’ar véleien all, ha d’ann holl bobl en em gavaz gan̄t-han̄ é Jéruzalem,
8. Enn amzer ma oa bét rôet d’ézhan̄ listri templ ann Aotrou, péré a oa bét tennet eûz ann templ, évid hô digas adarré é douar Juda, ann dekved deiz eûz a viz Sivan : al listri arc’han̄t eo a oa bét lékéat da ôber gan̄t Sédésias, mâb Josias, roué Juda ;
9. Goudé m’en dôa Nabukodonosor, roué Babilon, kéméret Jékonias, ar brin̄sed hag ann holl ré vrâz, ha pobl ar vrô, ha m’en dôa hô c’haset éréet eûz a Jéruzalem da Vabilon.
10. Hag é lékéjon̄t da lavarout da ré Jérusalem : Chétu é kasomp d’é-hoc’h arc’han̄t : prénit gan̄t-han̄ loéned, hag ézan̄s greûnek, ha kennigit-hô é sakrifiz, évid ar péc’hed, war aoter ann Aotrou hon Doué :
11. Ha pédit évit buez Nabokodonosor, roué Babilon, hag évit Baltassar hé vâb, évit ma vézô hô deisiou war ann douar ével deision ann én̄v.
12. Ra rôi ann Aotrou ners d’é-omp, ha ra sklérai hon daoulagad, évit ma vévimp dindân skeûd Nabukodonosor, roué Babilon, ha dindân skeud Baltassar hé vâb, ha ma servichimp anézhô pell-amzer, hâ ma kavimp grâs dira-z-bô.
13. Pédit ivé ann Aotrou, hon Doué, évid-omp, ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, ha n’eo két distrôet hé frouden diwar-n-omp bété vréma.
14. Lennit al levr-zé, hon eûz kaset d’é-hoc’h, évit béza rôet da anaout é templ ann Aotrou, enn deiz lîd, hag enn deiz déréad :