13. Distrô da vuanégez diwar-n-omp, ô véza ma omp choumet nébeût é-kreiz ar brôadou é péré éc’h eûz hor skiñet.
14. Sélaou, Aotrou, oud hor pédennou, hag oud hor garmou, ha dieûb ac’hanomp enn abek d’id ; ha laka ac’hanomp da gavout gras dirâg ar ré hô deûz hon dizouget aman̄ :
15. Évit ma wézô ann douar holl pénaoz eo té ann Aotrou hon Doué, ha pénaoz Israel hé wenn a zô hanvet da bobl.
16. Sell ouz-omp, Aotrou, eûz da di san̄tel ; dinaou da skouarn, ha sélaou ouz-omp.
17. Digor da zaoulagad ; ha gwel pénaoz né két ar ré varô péré a zô er bez, hag a zô bét rannet hô éné digan̄d hô c’horf, a rôi énor ha gloar d’ann Aotrou :
18. Hôgen ann éné eo péhini a zô doaniet enn abek d’ann droug en deûz gréat, péhini a zô kroummet ha gwévet, gan̄d hé zaoulagad er morc’hed ; ann éné naouneg eo a rôi d’id, Aotrou, ann énor hag ar c’hloar.
19. Râk né két oc’h en em harpa war reizded hon tadou é réomb hor péden, hag é c’houlennomp da drugarez, ô Aotrou hon Doué.
20. Hôgen ô véza ma éc’h eûz kaset ouz-omp da vuanégez ha da frouden, ével ma ez pôa hé ziouganet dré c’hénou da zervicherien ar broféded, ô lavarout :
21. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Soublit hô skoaz hag hô chouk, hag en em likiit dindan galloud roué Babilon, hag é choumot azézet enn douar em eûz rôet d’hô tadou.
22. Ma na zélaouit két mouéz ann Aotrou, hô Toué, ha ma na blégit két da roue Babilon, mé hô lakai da von̄d er-méaz eûz a gériou Juda, hag er-méaz eûz a Jéruzalem.
23. Tenna a rinn digan-é-hoc’h ar c’hanaouennou c’houék, ar c’hân laouen, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried, ha na choumô két enn hô touar a lerc’hiou anat é vé bét tûd enn-hô.
24. Hag ô véza n’hô deûz két hon tadou sélaouet da vouez, ha n’hô deûz két pléget da roué Babilon, éc’h eûz sévénet ar gériou ez pôa diouganet dré c’hénou da zervicherien ar broféded, ô lakaat da zizougen er-méaz eûz hô léac’h eskern hor rouéed, hag eskern hon tadou.
25. Ha chétu hô deûz gouzan̄vet grouéz ann héol ha réô ann nôz ; hag eul lôd brâz anézhô a zô marô é gwall boaniou, gan̄d ann naoun, ha gan̄d ar c’hlézé, hag er-méaz eûz hô brô.
26. Lékéat éc’h eûz ivé ann templ é péhini é oa pédet da hanô, er stâd ma her gwéleur hiriô, enn abek da fallagriez tî Israel ha tî Juda.
27. Ha koulskoudé éc’h eûz gréat enn hor c’hén̄ver, Aotrou hon Doué, hervez da holl vadélez, hag hervez da drugarez vrâz ;
28. Ével ma éc’h eûz hé lavaret dré c’hénou Moizez da zervicher, enn deiz ma éc’h eûz gourc’hémennet d’ézhan̄ skriva da lézen évit bugalé Israel,
29. O lavarout : Ma na sélaouit két va mouéz, al lôd brâz-zé a dûd a vézô trôet enn eunn niver bihan é-touez ar brôadou é-kreiz péré em bezô hô skiñet :
30. Râk mé a oar pénaoz ar bobl-zé na zélaouô két ac’hanoun ; râg eur bobl eo a zô kalet hé benn. Hôgen distrei a rai enn-hañ hé-unan é douar hé sklavérez :
31. Hag hî a wezô pénaoz eo mé ann Aotrou, hô Doué. Eur galoun a rôinn d’ézhô, hag é poellin̄t ; ha diskouarn, hag é klevin̄t.
32. Va meûli a rain̄t é douar hô sklavérez ; ha va hanô a zeûiô da goun d’ézhô.
33. Dilézel a rain̄t hô c’haléder hag hô drougiézou, ô véza ma hô dévézo koun eûz a hen̄t hô zadou, péré hô deûz péc’het em énep.
34. Hag é asgalvinn anézhô enn douar em boa touet é rôjenn da Abraham, da Izaak ha da Jakob : hag hî a vézô mistri énô : hag é paottinn anézhô, ha na zigreskin̄t mui.
35. Ober a rinn gan̄t-hô eur gévrédigez all a vézô peûr-baduz, évit ma vézinn da Zoué d’ézhô, ha ma vézin̄t da bobl d’in : ha na likiinn mui bugalé Israel, va fobl, da von̄d er-méaz eûz ann douar em eûz rôet d’ézhô.