1. C’hoarvézoud a réaz enn trégon̄tved bloaz, er pévaré mîz, er pempved deiz eûz ar mîz, pénaoz, pa édoun é-touez ar sklaved é-tâl ster C’hobar, é tigoraz ann én̄vou, hag é wéliz gwéledigésiou Doué.
2. Er pempved deiz eûz ar mîz, hen-nez eo ar pempved bloaz eûz a zizougadur ar roué Joac’him,
3. É teûaz gér ann Aotrou da Ezékiel ar bélek, mâb Euzi, é brô ar C’haldéed, é-tâl ster C’hobar : hag énô dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-ézhan̄.
4. Ha mé a arvestaz, ha chétu eur gorven̄ten avel a zeûé eûz ann han̄ter-nôz ; hag eur goabren vrâz hag eunn tân war hé zrô, hag eur skéd trô-war-drô : hag eûz hé greiz, da lavaroud eo eûz a greiz ann tân, é doaré goularz :
5. Hag enn hé greiz éz oa hévélédigez pévar anéval : ha chétu hô doaré : oud eunn dén é oan̄t hén̄vel.
6. Pép-hini anézhô en dôa péder dremm ha péder askel.
7. Hô zreid a oa éeun, ha kaloun hô zreid ével kaloun treid eul leûé, hag hî a stérédenné ével ann arem al luc’husa.
8. Daouarn dén a ioa dindân hô diou-askel er pévar zu ; hag hî hô dôa pép-hini péder dremm ha péder askel.
9. Diou-askel ann eil a oa frammet oud diou-askel égilé. Na zistroen̄t ket pa gerzen̄t ; hôgen pép-hini anézhô a iéa râg-énep dira-z-han̄.
10. Hôgen chétu hô doaré : dremm eunn dén ha dremm eul léon hô doa hô févar enn tu déou ; dremm eunn éjenn hô févar enn tû kleiz, ha dremm eunn er hô févar a-ziouc’h.
11. Hô dremmou hag hô diou-askel en em astenné a-ziouc’h ; diou eûz hô askellou en em unané ann eil gan̄d ébén, hag ann diou all a c’hôlôé hô c’horfou.
12. Pép-hini anézhô a gerzé râg-éeun d’ézhan̄ ; mon̄d a réan̄t el léac’h ma hô c’hasé herr ar spéred ; ha na zistrôen̄t két pa gerzen̄t.
13. Hag ann anévaled a ioa diouc’h hô doaré ével glaou béô, hag ével kleûzeûriou. Béz’ é wéled é-kreiz ann anévaled ô rédek flammou tân, ha luc’hed ô ton̄d er-méaz eûz ann tân.
14. Hag ann anévaled a iéa hag a zeûé, é doaré al luc’hed a lugern.
15. Pa zellenn oud ar pevar anéval, é wéliz eur rôd war ann douar enn hô c’hichen, péhini é dôa péder dremm.
16. Ar gwél eûz ar rôdou, hag hô labour, a oa hen̄vel oud ar môr : hén̄vel é oan̄t hô féder ann eil oud ébén ; hag ar gwél hag al labour