Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
levr ar profed ézékiel.

vévô, ô véza ma éz pézô hé aliet ; ha té ez pézô dieûbet da éné.

22. Ha dourn ann Aotrou a zavaz war-n-oun, hag hén̄ a lavaraz d’in : Saô, ha kéa er mésiou, hag énô é komzinn ouz-id.

23. Ha mé a zavaz, hag a iéaz er mésiou, ha chétu gloar ann Aotrou a zavaz enô, ével ar c’hloar a wéliz é-tâl ster C’hobar ; ha mé a gouézaz war va génou.

24. Hag ar spéred a zeûaz enn-oun, hag a zavaz ac’hanoun war va zreid ; hag hén̄ a gomzaz ouz-in, hag a lavaraz d’in : Kéa, hag en em zerr enn da dî.

25. Ha té, mâb dén, chétu chadennou a zô aozet évid-od, hag hî as éréô gan̄t-hô  ; ha na helli két en em denna diout-hô.

26. Ha mé a lakai da zéôd da staga oud da staon̄ ; hag é teûi da véza mûd, ével eunn dén ha na damall hini ; ô véza ma eo eunn ti héguz.

27. Hôgen p’am bézô komzet ouz-id, é tigorinn da c’hénou, hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Néb a zélaou, selaouet ; ha néb a éhan, éhanet ; ô véza ma eo eunn ti héguz.


————


IV. PENNAD


Ar profed a ziougan gan̄d arwésiou dishén̄vel ar reûsiou a dlé kouéza war Jéruzalem.


1. Ha té, mâb dén, kémer gan-éz eur vriken ; laka-hi dira-z-od, ha roudenn war-n-ézhi kéar Jéruzalem.

2. Hag é toaréi eur sich enn hé énep, hag é savi kréou, hag a rî savennou douar, hag eur c’hamp, ha binviou brézel trô-war-drô.

3. Kémer ivé gan-éz eur billig houarn, ha laka-hi ével eur vur houarn étré té hag ar géar : ha té a zellô out-hi gand eunn dremm stard, hag hi a vézô grounnet, ha té hé grounnô : eunn rouéz eo évit tî Israel.

4. Ha té a gouskô war da gostez kleiz, hag é likii war-n-ézhan̄ fallagriézou tî Israel, évid ann holl zeisiou a-zoug péré é kouski war-n-ézhan̄, hag é kéméri war-n-od hô fallagriezou.

5. Rôet em eûz éta d’id bloasiou hô fallagriézou, a-zoug dék deiz ha naon̄tek-ugen̄t : hag é tougi fallagriézou tî Israel.

6. Ha p’az pézô sévénet kémen̄t-man̄, é kouski eunn eil wéach war da gostez déou ; hag é kéméri war-n-od fallagriézou tî Juda a-zoug daou-ugen̄t deiz : eunn deiz eo a rôann d’id, eunn deiz, émé-vé, évit pep bloaz.

7. Ha té a drôi da zaoulagad out sich Jéruzalem ; ha da vréac’h a vézô astennet : ha té a ziouganô out-hi.

8. Chétu em eûz lékéat chadennou enn-drô d’id ; ha na drôi két eûz ann eil gostez war égilé, kén na vézô sévénet deisiou da zich.

9. Kémer ivé évid-od gwiniz, hag heiz, ha fâ, ha fer, ha mell, ha pîz-lôgôd : ha laka-hi enn eul léstr, ha grâ gan̄t-hô baraou évid-od, évid ann holl zeisiou a zoug péré é kouski war da gostez. Dibri a ri anézhô a-héd dék deiz ha naon̄ték-ugen̄t.

10. Ar péz a zébri bemdez a boézô ugen̄t sikl ; a amzer é amzer é tebri anézhan̄.

11. Diouc’h gôr éc’h évi ivé dour, ar c’houec’hved lôden eûz a eunn hin ; a amzer é amzer éc’h évi anézhan̄.

12. Ar péz a zébri a vézô ével bara heiz poazet dindân al ludu ; hé c’hô1ei a ri gan̄d ar mon a zeû eûz ann dén dira-z-hô.

13. Hag ann Aotrou a lavaraz : Ével-sé é tébrô bugalé Israel hô bara saotret é-touez ar brôadou étrézé péré é kasinn anézhô.

14. Ha mé a lavaraz : A, a, a, Aotrou Doué, chétu va éné né két bét saotret ; adalek va bugaléach bété vréma n’em eûz két débret a loen marô anézhan̄ hé-unan, na diroget gan̄d loéned all ; na kîk dic’hlan é-béd n’eo éat em génou.

15. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Chétu é rôann d’id beûzel é léac’h mon dén, hag é ri da vara gan̄t-han̄.

16. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, chétu mé a dorrô bâz ar bara é Jéruzalem, hag hî a zébrô bara diouc’h