iéaz, hag a choumaz enn hé zâ dirâg unan eûz ar rôdou.
7. Hag eur C’hérubin a astennaz hé zourn eûz a greiz ar Gérubined, étrézég ann tân a ioa étré ar Gérubined ; hag é kéméraz, hag é rôaz é daouarn ann hini a oa gwisket gan̄t lien tân ; hag hé-man̄ ô véza hé gémeret a iéaz er-méaz.
8. Hag é oé gwélet é doaré dourn eunn dén er Gérubined, dindân hô askellou.
9. Neûzé é selliz, hag é wéliz peder rôd é-tâl ar Gérubined, eur rôd é-tâl eur C’hérubin, hag eur rôd é-tal eur C’hérubin all ; hôgen ar rôdou a ioa héñvel oud ar méan krisolit ;
10. Hag hô féder é oan̄t hén̄vel ; ével pa vé eur rôd enn eur rôd all.
11. Ha pa valéen̄t, é kerzen̄t war bévar zû ; ha na zistrôen̄t két pa gerzen̄t ; hôgen p’az éa ann hini gen̄ta war eunn tû, ar ré all a iéa war hé lerc’h, ha na zistrôen̄t két.
12. Korf ar péder rôd, hô gouzoug, hag hô daouarn, hag hô askellou, hag hô c’helc’hiou, a oa leûn a lagadou trô-war-drô.
13. Hag hen̄ a c’halvaz dira-z-oun ar rôdou-zé, ar rôdou skan̄v.
14. Hôgen pép-hini anézhô en dôa péder dremm ; ann dremm gen̄ta, dremm eur C’hérubin ; ann eil zremm, dremm eunn dén ; ann drédé, dremm eul léon, hag ar bévaré, dremm eunn er.
15. Hag ar Gérubined en em c’horreas ; ann hévélep anévaled oa, em bôa gwélet é-tâl ster C’hobar.
16. Pa valéé ar Gérubined, ar rôdou a gerzé ivé enn hô c’hen̄ver ; ha pa zavé ar Gérubined hô askellou évid en em c’horréa diouc’h ann douar, na arzaôé két ar rôdou, hôgen enn hô c’hén̄ver édon̄t bépréd.
17. Pa arzaôé ar ré-man̄, é arzaôen̄t ; ha pa en em c’horréen̄t, en em c’horréen̄t ; râg ar spéred a vuez a oa enn-hô.
18. Ha gloar ann Aotrou a iéaz er-méaz eûz a dreûzou dôr ann templ ; hag a savaz war ar Gérubined.
19. Hag ar Gérubined ô sével hô askellou en em c’horréaz diouc’h ann douar dira-z-oun ; ha p’az éjon̄t-kuît, ar rôdou a iéaz ivé war hô lerc’h ; hag hî a arzaôaz war dreûzou dôr tî ann Aotrou war-zû ar sav-héol ; ha gloar Doué Israel a oa war-n-ézhô .
20. Ann hévéleb anévaled eo em bôa gwélet dindân Doué Israel, é-tâl ster C’hobar ; hag anaoud a rîz pénaos é oa Kérubined.
21. Pép-hini anézhô en dôa peder dremm, ha pép-hini péder askel, ha doaré dourn eunn dén dindân hô askellou.
22. Doaré hô dremmou a oa hén̄vel oud ann dremmou em bôa gwélet é-tâl ster C’hobar ; hag ivé hô sell, hag ann err gan̄t pehini é kerzen̄t râg-énep d’ézhô.
1. Neûzé ar spéred a c’horréaz ac’hanoun, hag am zougaz étrézé dôr ar sâv-héol eûz a dî ann Aotrou, péhini a zell oud ann héol pa zâv ; ha chétu éz oa é-tâl ann ôr pemp dén war-n-ugen̄t : hag é wéliz enn hô c’hreiz Jézonias, mâb Azur ; ha Feltias, mâb Banaias, prin̄sed ar bobl.
2. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, ar ré-zé eo ann dûd a venn fallagriez, hag a rô gwall guzuliou er géar-man̄,
3. O lavarout : Ha né két savet hon tiez pell-zô ? Hî eo ar gaoter, ha ni eo ar c’hîk.
4. Râk-sé diougan diwar hô fenn, diougan, mab dén.
5. Ha spéred ann Aotrou a grogaz enn-oun, hag a lavaraz d’in : Komz : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ével-henn hoc’h eûz lavaret, tî Israel ; ha mé a anavez ménosiou hô kaloun.
6. Kalz a dûd hoc’h eûz lazet er géar-man̄, hag hé ruou hoc’h eûz leûniet a gorfou-marô.
7. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ar ré hoc’h eûz lazet, hag hoc’h eûz astennet enn hé c’hreiz,