a iélô er méaz war ar pardaez dira-z-hô, ével eunn dén a ia er-méaz évid ann dizougadur.
5. Toull dira-z-hô môger da dî, ha kéa er-méaz dré-z-han̄.
6. Douget é vézi war ann diskoaz dira-z-hô, enn dévalien é vézi kaset er-méaz ; da zremm a guzi, évit na wéli két ann douar ; râk da arouéz em eûz da rôet da dî Israel.
7. Ober a rîz éta ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’in ; kâs a riz va arrébeûri er-méaz é-kreiz ann deiz, ével arrébeûri a zizougadur ; ha diouc’h ar pardaez é toulliz ar vôger gan̄t va dourn hag éz îz er-méaz enn dévalien, douget war ann diskoaz dira-z-hô.
8. Ha diouc’h ar min̄tin é teûaz gér ann Aotrou étrézég enn-oun, ô lavarout :
9. Mâb dén, ti Israel, ann ti héguz, ha n’en deûz két lavaret d’id : Pétra a réz-té ?
10. Lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ar béac’h-man̄ a gouézô war ar prin̄s a zô é Jéruzalem ; ha war holl di Israel a zô enn hô c’hreiz.
11. Lavar : Mé eo hoc’h arwéz ; ével ma em eûz gréat, é vézô gréat d’ézhô ; enn dizougadur hag er sklavérez éz ain̄t.
12. Ar prin̄s a zô enn hô c’hreiz a vézô douget war ann diskoaz hag a iélô er-méaz enn dévalien ; ar vôger a doullin̄t évid hé lakaad er-méaz ; gôlôet é vézô hé zremm, évit na wélo két hé lagad ann douar.
13. Ha mé a steñô va rouéjou war-n-ézhan̄ ; hag hén̄ a vézô paket em rouéjou ; ha mé hé gasô da Vabilon, é douar ar C’haldéed ; hag hén̄ n’her gwélô két, hag a varvô énô.
14. Ha mé a skiñô é pép tû ar ré holl a zô war hé drô ; ar ré a zô da gennerz d’ézhan̄, hé holl vrézélidi ; ha mé a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h.
15. Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô hô skiñet é-touez ar brôadou, ha p’am bézô hô feltret dré ar brôiou.
16. Miroud a rinn eul lôd bihan anézhô diouc’h ar c’hlézé, diouc’h ann naounégez ha diouc’h ar vosen ; évit ma tanévellin̄t hô holl wallou d’ar brôadou é-touez péré éz ain̄t ; ha ma wézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou.
17. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
18. Mâb dén, debr da vara enn en̄krez, hag év da zour gan̄t hast ha gan̄d doan.
19. Hag é liviri da bobl ann douar-man̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué diwar-benn ar ré a choum é Jéruzalem, é brô Israel : Enn nec’h é tebrin̄t hô bara, hag er rec’h éc’h évin̄t hô dour ; évit ma vézô glac’haret ar vrô-zé gan̄d hé lôd brâz a dûd, enn abek da fallagriez ar ré holl a choum enn-hi.
20. Ar c’hériou a zô poblet bréma a vézô dismantret, hag ann douar a vézô didûd ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
21. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
22. Mâb dén, pétrâ eo al lavar-kuzet-zé a zô gan-é-hoc’h é douar Israel, ô lavarout : Ann deisiou a vézô gourzézet, ha pép gwélédigez a iélô-da-gét ?
23. Râk-sé lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Lakaad a rinn da éhana al lavar-kuzet-zé, ha na vézô mui lavaret enn Israel ; hôgen lavar d’ézhô pénaoz é tôsta ann deisiou, hag é vézô sévénet pép gwélédigez.
24. Râg ar gwélédigésiou na vézin̄t mui gwân, nag ann diouganou arvaruz é-kreiz bugalé Israel.
25. Râk mé ann Aotrou a gomzô ; ha kémen̄d em bézô lavaret a vézô sévénet, ha na vézô mui gourzézet, hôgen enn hô teisiou, tî héguz, é livirinn hag é sévéninn va gér, émé ann Aotrou Doué.
26. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
27. Mâb dén, chétu é lavar tî Israel : Ar wélédigez a wél hé-man̄ a zô pell-brâz ; diougani a ra évid eunn amzer bell.
28. Râk-sé lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Na vézô